Meulomp ol da james

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Meulomp holl da viken.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 30-31)


N° 21 . — Meulomp ol da james.
Ton N° 21.


Diskan.

Meulomp ol da james Doue leun a vadeles,

Meulomp ol da james Doue leun a vadeles !


  1. Kanet, ele, d’hon Otrou
    Ho kantikou kaeran,
    Beniget anezan
    Genimp euz e ol c’hrasou.

  2. Biskoas tad na oe gwelet
    Ken mad d’e vugale,
    Ken zoursius noz de
    D’ho dioual korf ha speret.

  3. Pastor karantek meurbet
    Na espern ket e boan,
    Klask a ra heb ehan
    An danvad kez dianket.

  4. Lamet a n-euz an anken
    A ziwar ma speret,
    Trec’h d’ar c’hig ha d’ar bed,
    Toret a n-euz ma chaden.

  5. Ma rentet a n-euz pare
    Evel eur medisin,
    Hag e vanket divin
    A zo bevans ma ine.

  6. Skuill a ra gant abondans
    E c’hras breman warnon,
    E goelet ma c’halon
    A n’euz gret e zemeurans.

  7. Hen eo ma finvidiges,
    Ma nerz ha ma skoazel ;
    Rak se bete mervei
    Me gano e vadeles.