Euz a vreman
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 30)
N° 20. — Euz a vreman bete ’r maro.
Ton N° 20.
1. Euz a vreman bete’r maro,
Meulomp Je-zus hag e hano :
Ra vo karet e peb amzer
Hag adoret war an Oter !
2. Ma Jezus, d’ar bobl zo aman
Stouet diragoc’h o kanan,
Deurveet rei, gant ho penos,
Ners d’ho serviji de ha noz.
3. Enor d’an Tad ha d’ar Speret
Abeurs an dud hag an elet ;
Ha da Jezus gwir Vab Doue
Er zakramant a garante !