Moustrerig (Ar Prad)
An dra-man oa er goanv, en deiziou warlerc’h Nedeleg pa oa teo an erc’h war an douar, eur pardaevez hag edo dre-holl ar « gwenn war c’horre » zoken er falla pareziou eus hor bro.
Inouet-maro du-man, goude va c’hoan, e sonjis mont d’ober eun tom da di tonton Yann ar C’halvez, er geriaden nesa. Kalz tud a veze ato eno, kozidi ha yaouankizou, goude o c’hoan, evit selaou Yann, an tonton Yann, evel m’oa galvet gant an holl, o tanevellat dirak eur c’hef o tevi en tan.
Pa oan o tigeri an nor, eur vouez a zave en diabarz :
« Gwechall ha gwechall all, an nep n’en doa ket… »
O klevet trouz e toul an nor, tonton Yann a davas mik gant e varvailh hag e savas e fri da zellet ha piou a c’helle beza ken divezat o tont da zirenka an traou ha da viret outan da vont pelloc’h gant e gontaden.
— Doue d’ho pennigo ! emeve o vont tre barz an ti.
— Ha ! sell ’ta, te zo aze, kamarad ! Deus aman da gemeret renk en-dro d’an tan.
An dud raktal d’en em starda evit ober eun toullig bihan d’in, rak anavezet e oan evit beza unan eus gwella hostizien an ti.
— Te anavez Moustrerig, a c’houlennas ouzin Yann pa oe siouleat an traou.
— Moustrerig ? emeve souezet. Nan, zur, tonton Yannig, biskoaz n’em eus klevet hano anezan.
— Edon o vont da gonta Moustrerig d’ar re-man pa ’z out erruet. Breman e c’hellan kendelc’her…
Ha goude beza tanet eur c’horn-butun du, koz ha milgoz, da vogedi toullou e fri, Yann a gomansas dre ar memes geriou hag a ranke lavaret ato araok deraoui gant pep marvailh :
— Gwechall ha gwechall all, an neb n’en doa ket a lagad a oa dall, ha breman, bepred an neb n’en deus hini na wel ket. Gwechall eta ez oa o chom eur miliner en milin ar Beler hag a oa hanvet Fanch ar Berr. War studi ar velegiach e oa bet, ha rak-se oa desket bras, hag an dud vat eus ar c’harter a grede gwir bater ez oa sorser.
Me da genta, na rean nemet gwap ouz ar re a deue da lavaret ze d’in :
— Miliner ar Beler, sorser ! Allo ’ta ! C’houi zo kollet ho penn, va den mat ? a responten da gement hini a errue ganen hag a gomze d’in eus an dra-ze.
— Ya, Yann ar C’halvez, ya, sorser… ya brao, rak teurel e ra sorserez war an dud.
— Ravoderez gwrac’hed koz evel hounnez eus ar Roc’h !
Koulskoude eun devez, diwar va c’houst va unan, e teskis e oa sorser Fanch ar Berr, ha setu aman penaos e oa darbet d’in lezel va c’hroc’hen en e di :
Kalvez-milin oun bet ato dre vicher. Eun devez, ar beleg manket am galvas da vont d’e di da reaka eur rod-vilin bennak ha ne yea ket mat en dro. Mont a ris hep marc’hata, rak Fanch oa unan eus va gwella hostizien, ma n’oa ket zoken ar gwella. Evel m’ema milin ar Beler eur c’houistellat mat ac’halen, e chomen ato da loja er vilin ; rak d’ober petra ez ajen da goll amzer o tont d’ar gear pa oa frankiz a-walc’h d’am loja eno ?
Goude beza debret va c’hoan : eun tam patatez gant leaz ribod d’o zouba, ez is d’am gwele e traon an ti… Kousket a ris buhan a-walc’h, rak eur gwall-deveziad em oa bet, ha da oa d’in diskwiza a-benn an devez war-lerc’h a vije ken gwaz all bemdez…
War-dro hanter-noz ez oun dihunet en eun taol !
Santout a ran eun dra bennak o voustra war va gar, hag a vale a nebeudouigou bihan hed va gar ha goude-ze hed va c’horf.
« Asa, daonet, a zonjis, petra ’n diaoul a deu d’am direnka evelhen ? »
Teurel a ris va dorn buhanna ma c’hellen war al eac’h ma zanten an dra dizanav-ze o vale…
Poan gollet ! Ne gavis netra, mes avat an aneval direnker a zoa nijet kwit hep mar, rak ne zanten mui seurt.
Ha me kerkent d’en em rei d’ar c’housked hep teurel muioc’h a bled ouz an dra-ze !…
Goude beza moređet eun hanter-eur bennak, ar memes aneval — pe me oar petra ? — a deuas d’am egazi adarre. E lezel a ris tre da zont betek va feultrin. Neuze ploup ! ha va dorn war al leac’h-se ; mes poan gollet adarre, netra na dapis… nemet eun tamm poan em stomok rak krenv diot em oa skoet.
« N’eo ket a-walc’h an dra-ze, a liviris ; red eo d’in gwelet petra ’zo war va zro… eur raz pe eur c’haz, m’oarvat !…
Furchal ha difurchal, trei ha dizrei linseriou, pallennou, kolc’hejou… a ris, mes en aner ; raz na kaz na oe kavet. Betek e-touez ar c’holo e klaskis, mes ne oan ket avansetoc’h.
Sonjal a ris neuze gervel tud, mes marteze ne rafent nemet c’hoarzin d’in ha va gwapaat e leac’h va zikour… Hag ouspen, pa deuis da zonjal mat, daoust ha n’eo ket ar miliner marteze e unan eo oa oc’h ober an taol farserez-se d’in, o klask va mouga dre e zorserez ? Gant ar zonj-se em penn e teuis da grena evel eur bern deilhou… hag e teuas da zonj d’in eus ar pez a gonted war-benn ar miliner, rak gouzout a rean mat n’oa aneval beo ebet er gwele kloz, ken piz em oa furchet hag asfurchet kement leac’h oa ennan.
Petra d’ober ? En em lakaat da gousket adarre, na petra ’ta ! Mes evelkent n’oan ket dizoursi na dinec’h, kalz a vanke d’in zoken…
Allo ! mat ! setu hen asdeut, kerkent ha m’am eus serret va daoulagad.
« En dro-man vat, emeve, e lezin anezan da zont tre betek va gouzoug, forz ha pa ouifen beza mouget ! »
Ploup ! eman tapet ! a zonjis. Tapet a-walc’h a lavaran-me zur ! Ar c’hounif donv a yoa nijet kwit adarre evel eul luc’heden, ha ne gaven roud ebet anezan.
Ma krenen araok, breman e ris gwasoc’h c’hoaz ! Nan, mar ebet mui ! ar miliner eo a c’hoarie an droiou-se d’in gant ar zorserez, rak asa, daonet, na oa na raz na kaz, na seurt ebet er gwele kloz, ken furchet ha difurchet em oa anezan.
Em brasa kaouad aon ec’h en em erbedis neuze ouz Doue, ar Werc’hez, an holl Zent ha Sentezed eus ar Baradoz… hag e liviris n’ousped De profundis — ar pez n’em oa ket great pell amzer a oa — evit kement ene maro a c’helle beza er boan, evit ma teujent d’am zikour da denna diwarnoun sorserez ar miliner. Hag araok kousket e ris eur «sin ar groaz» gant kalz feiz, ar pez em oa ankounac’heat ober abarz dont d’am gwele. Ar peur-rest eus an noz, netra na deuas d’am egazi. Mes avat kerkent ha goulou deiz e hastis gwiska va dilhad, ha mont er-meaz eus an ti, rak santout a rean ato e oa ar sorserez o poueza war va diouskoaz.
— Da beleac’h ez it, Yann ? a hopas Fanch Ar Berr. p’edon o tivorailhi an nor.
— Kre diaoul daonet, a zonjis, ’meus aon out souezet abalamour m’emaon c’hoaz e buez, hag ez peus c’hoant va zapout a nevez…
— Asa Fanch, eme ar wreg, serr da c’hinou. Anat d’it, Fanch a zo savet gantan c’hoant mont war veaz.
Ne jomis ket da c’hedal hirroc’h, ha me en hent war
zu ar Roc’h-Toul.
Er Roc’h ez oa o chom eur vaouez koz, Mona, eur sorserez eus ar penn, eur sorserez dreist ha ne oa ket drouk tam ebet. Er c’hontrol gant an holl e oa lakeat eur vaouez eus ar gwella.
Hervez ar brud e tenne an dichanz diwar an tieg-ma-’n-tieg hag a varve e holl loened gant a bep seurt klenvejou, hag e tenne c’hoaz ar sorserez diwar eun all hag a oa abaoue an dizeur ouz e zeuliou.
He gouiziegez vras a oa anat d’an holl, ha den n’en dije karet beza fall ganti, rak gouest e vije ive d’ober droug ma karfe, daoust n’he doa great nemet vad betek neuze.
Etrezek Mona eo em oa sonjet mont evit gouzout ha petra eo oa bet war va zro hed an noz. Alies a-walc’h em oa bet mallozet kent Mona ar Sorserez, abalamour m’he doa bet lavaret d’in ez oa Miliner ar Beler eur sorser fall, eus ar falla a c’helled kaout. Mez breman e kaven gaz mont da c’houlen kuzul outi p’edon en dizeur.
Nevez-zavet e oa c’hoaz diwar he c’holc’hed pa zigouezis en ti, hag edo o tibikouza he daoulagad.
— Doue d’ho pennigo, tintin Mona, a zrailhis oc’h antreal en ti.
— Doue ra vo ganez, va mabig, a respontas ar wrac’h ha ra daolo evez war gement kammed a ri.
— Da c’houlen kuzul ganeoc’h on deuet, emeve eun tammig frankeat warnoun, rak — hen anzav a rankan — eun tam lent e oan o tigouezout en ti, pe el lochen da vihana, pa livirin gwir, rak eun tam toul dindan soul n’oa ken en faout ar Roc’h-Toul.
— Dijuniomp da genta, ha goude vo gwelet.
Va delc’her a reas ganti da zebri va dijuni : ha tre
ma kemmeske ar yod silet er chaoudouron war an tan,
me a zanevelle d’ezi ar pez a oa digouezet ganen enpad
an noz hep ankounac’haat eun disterra.
Dijuni a oe debret gant leaz bourbouilh ha gwedennek toueziet. Mat a-walc’h e kavis keusteuren an hini goz, rak eur flipad hent em oa great da zont betek enni, ha ze en doa lemmet va dent d’in.
An hini goz a zistalias goude eus dijuni. Kemeret a
rea kement ha kement he amzer ma teuen da inoui.
Abarz ar fin evelato e welis anezhi o vont da beurwiska
he dilhad evit lidou ar zorserez — rak dilhad ispisial he
doa evit se. — War be fenn eur boned gwen-kann a
c’holoe he zal ha staget dindan he helgez gant eul lasig
tano. Eur mouchouer a zaou pe dri liou war he diouskoaz,
gwenn araok ha du adrenv. Eun tavancher penseliet,
gant eur breniden vras a zave demdost betek he
gronch. Eul lunedou kraset war beg he fri. Hag evit
echui eur re breched hag eur vaz « majik » etre he
daouarn. Setu aze he gwiskamant lid, gwiskamant ne
veze ganti e nep leac’h, paz zoken en oferen — ha koulskoude
Doue oar pegen aketus e oa Mona da oferen-bred
ar barrez.
Truihennet evelse ec’h azezas war he zrebez.
— Tostaït aman breman, va mab, ha dizoloit d’in ho peultrin ma welin…
Ar pez a ris war ar ger ! Hag e komansas neuze, gant he breched en eun dorn hag he baz prizius en egile, ar zorserez da evesaat ouz va feultrin :
— Ya, va mab, eun aneval a zo bet war ho tro en noz-man… e roudou a weler war ho kroc’hen… hag eun tammig muioc’h en dije ho mouget, rak tost betek ho kouzoug eo bet…
D’ar geriou-ze n’hellis ket miret d’ober eur skrijaden ha leac’h e oa a gav d’in.
— Ya, hag an aneval se eme ar zorserez o kendalc’h gant he oremuz, eo Moustrerig digaset d’ho moustra gant Fanch Ar Berr, sorser niilin ar Beler…
— Douetanz bras am oa ! a liviris neuze.
— Ya, Fanch a zo eur sorser eus ar falla, ne dalv ket ar gorden d’e grouga. Klasket en deus ober noaz ouzon-me ive allesa-walc’h, mes va zorserez-me a vez ato treac’h d’e hini…
— Neuze e c’houlennis ouz Mona ha n’em oa mui ezom da gaou ! aon rak Moustrerig.
— Eo, ha mouget e viot gantan zoken, ma ne lakit evez, rak ar miliner a zo droug ennan o veza manket warnoc’h e daol kenta, hag ema o pourchas gwasoc’h d’eoc’h abenn emberr… mes me a ouezo miret outan da noazout ouzoc’h.
— Ha petra d’ober neuze ? a sklokis, liou ar maro war va dremm.
— Setu ama, eme Vona, hag ez eas d’eur pres e traon an ti.
Eun tam poell du gant eur zac’hig outan a deuas ganti d’am c’haout.
— Lakit ar skapular-man — rak heman a zo skapular bet benniget gant an Aotrou ’n Eskob — en dro d’ho kouzoug, gant ar zac’hig a zo stag outan, ha neuze e c’hellot beza dizoursi. Keit ha ma tougot ar sac’hig-se war ho kerc’hen, al louzeier a bep seurt a zo kuzet ennan — ha gwriet mat warno ganen-me va unan — a bellaio an diaoul diouzoc’h — rag Moustrerig a zo diaoul, ententit mat, va bugel.
Dirak ar zorserez koz e lakis dustu ar zac’hig endro d’am c’herc’hen, ha goude beza he zrugarekaet start e kemeris penn an hent da vont da vilin ar Beier, abalamour da gerc’hat di va benviou, mes ne jomis ket avad daoust d’ar c’hoanten doa ar miliner, da echui va labour. Abaoue n’eo ket bet tost d’in lakaat va zreid e ti ar sorser diaoulek-se hag a glaskas va laza gant e Voustrerig.
Yan Ar C’halvez en doa echuet da goms hag a c’horrennas e gorn-butun en e c’hodel.
Goude eur pennad peoc’h, eur mousig bihan a zavas e vouez skiltr :
— Ha sac’hig ar sorserez koz, petra hoc’h eus great anezan, tonton Yannig !
— Ha ! va filhor, gant kalz a resped hag a zevosion e tougan anezan bepred.
Ha war ze, Yan Ar C’halvez a zigoras war e vruched evit diskwez d’eomp gant kalz evez eur skapular koz ha stag outan eur zac’hig lian karget a… bilhou, a wiad kewnid hag a laou-dar !…
- ↑ Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz (Notenn gant Wikimammenn)