Nedelek er Skoliou
Diw heur eo gant noz Nedelek, an nozvez santel.
Ehanet eo ar c’hanaouennou ha mouget ar gouloueier en iliz parrez ; e pep leac’h eo ledet a nevez mantel an denvalijen. An oll davarniou a zo serret (parrez eürus !) ha pep hini a zo distroet d’e c’hlud.
E kraouig ar c’hinivelez koulskoude, Jezuz a zo dihun ha setu hen o koms ouz ar Werc’hez e vamm.
— « Mamm, emezan, poent eo d’eomp mont da ober hon dro vale. Kalzik tiez hon deus da welet ha kalz bouteier da leunia a-benn oferen goulou-deiz. Deomp, Mamm ! »
Ha setu Jezuz hag ar Werc’hez Vari, e vamm, o vonet war o fouezig dre ruiou ar vourc’h.
N’oant ket eat gwall bell c’hoaz pa zigouezas d’ezo chom a-zav. Ha setu ar Mabig Jezuz da skoi war eun nor :
— Pan !… Pan !!
— Deuit en ti ! a oe lavaret en diabarz.
— Ama eo, n’eo ket ’ta, ema ti Perig ? Eur bugel fur hag a blij d’in abalamour ma c’hoar e bedennou hag eo sentus ouz e vamm ! Buhan, diskouezit d’in e voutez ma leuniin anezi a vadigou. Paour keaz bihan ! lakeat en doa a-gostez eun aval oranjez da zigas d’in… Va bennoz a roan d’ezan, ha d’eoc’h ive, mamm vat. Kenavo, mamm Perig !
Hag ar Mabig Jezuz a yeas pelloc’h.
Prestik goude e chome a-zav :
— Ama, Mamm, emezan, ema skol ar vugaligou n’o deus ket c’hoaz seiz vloaz. Labour a-walc’h hon deus gant an inosanted-se… Pan !… Pan !! Digorit buhan, C’hoar Visant… Setu ama ganen eur zamm merc’hodenned, taboulinou ha kezeg-koat ! Ouspenn-se, setu ama dilhad nevez evit va breudeurigou paour… Kenavo, C’hoar Visant !
Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.
— Pan ! Pan !… Gouzout a rez, Mamm, ama ema skol gristen ar baotred… Hastit afo dont da zigeri ! An dra-ma zo da Wenole, da genta er c’hatekiz ; an dra-ma da Jopig, ar furra er skol ; ha setu ama lod Korantin an Du, a c’hoar respont an oferen gant kement a barfetegez !…
An dra-ma a rannot etre ar vugale-all.
Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.
N’ez eas ket pell hag e chomas a-zav hag e lavaras :
— Ama, Mamm, ema skol gristen ar merc’hedigou. Digorit buhan, Itron Renerez ! Mat. Lezit ac’hanon da dostaat da zellet ouz an daolen el leac’h m’ema hanoiou ar baotrezed a labour ar gwella. O sellit ’ta, Marc’haridig a zo ar groaz ganti adarre ! Setu ama evit he digoll eus he foan ; ouspenn-ze, arabat e vezo d’eoc’h lavaret grik ebet d’ezi diwar-benn kement-ma : ember hi eo a c’hounezo ar pez a vezo a gaera ouz gwezen Nadeleg… Hag Annaig ’ta ! o ar bugel ker, pegen devot ha pegen dibec’h eo ! Me he c’haso d’ar gouent ! Setu ama, da c’hedal, peadra da ober plijadur d’ezi… An demezel Madalen ! adarre eun tammig dibarfet !… N’eus fors, gwelloc’hik ez a an traou ganti… Mat, mat… Setu ama evit roi nerz-kalon da Vadalen da vont war wellaat… Ha brema, setu ama draje ha madigou-all eus ar Baradoz da ranna etre an holl merc’hedigou. Arabat e vezo avat beza re lountrek !…
Hag ar Mabig Jezuz ac’hano adarre gant e Vamm.
Chom a rejont a-zav aun tammik pelloc’h.
— O va Mamm, setu ama eur skol-all !… Pan ! Pant Digorit buhan, Aotrou Mestr-Skol… Me eo ar Mabig Jezuz, Mignon ar vugale. Digas a ran bep seurt c’hoariellou d’am mignoned vihan. O ! nag a blijadur o devo ! Gwelet a raint n’ankounac’haan ket anezo ; gwelet a raint o c’haran a greiz kalon, hag int-i ive am c’haro, am c’haro hed o buez penn-da-benn ; n’eo ket ’ta e karint ac’hanon ?…
Ar Mabig Jezuz a gomze evel pa vije bet ar Mestr-Skol ouz e zelaou ; an nor koulskoude a jome serret kloz.
— Me ho ped, Aotrou Mestr-Skol, livirit d’in ha klevet a rit-hu va mouez ?
— O ! me ho ped… Me eo ar Mabig Jezuz… Ma c’houfec’h pegement e karan-me an holl vugaligou-ze ! Digorit d’in ! digorit d’in !
Eun nor a zigoras, hag eur vouez a grozas :
— It gant hoc’h hent ; ar skol-ma a zo direlijion, eur skol laik eo. N’ez eus plas ebet evidoc’h en hostaleri-ma !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kalon Jezuz a deuas da veza beuzet en eur mor a dristidigez. Kement tra he devoa great plijadur d’ezan el leac’hiou-all oa bet enno a oe ankounac’heat gantan war an heur evel ma teu ar stered skedusa da veza goloet gant ar wabren zu.
— Deomp ac’han, Mamm ! emezan.
Hag ez eas kuit en eur ouela.
Paour keaz Mabig Jezuz !
Ne fell mui da dud a zo e ve klevet hoc’h hano benniget, hoc’h hano ken dous o tont diwar muzellou ar vugaligou !
Ne fell mui d’ezo e ve meulet hano an Aotrou Doue, ho Tad, gant bugale Frans !
Ne fell mui d’ezo e teufemp en hon tenvalijen, en hon enkreziou, en hon holl ezommou, da bedi ar Spered-Santel a deu ac’hanoc’h hag eus ho Tad !
Paour keaz Mabig Jezuz ! Pe kentoc’h, paour keaz bugale ! Hep Jezuz, hep Doue, hep relijion, hep feiz, na c’houi a zo din a druez !