Salaün ar Foll
Debret oa koan ; ar gwazed a yoa o tana o c’horn hag ar merc’hed a glaske o c’hegilou evit ober eur pennad neza.
Ar vugale a dostaas ous ar vamm-goz eat da azeza e kougn an oaled :
Mamm-goz, a lavaras Annaig, ar gosa eus ar vugale, kontit d’eomp eur rimadel !
— Mamm-goz, eme Laouig ivez, eur gontaden !… Eur marvailh ?…
— Va bugaligou, eme ar vamm-goz, me ne ouzon mui netra pell zo… Gouezet em eus bet sur eur bern traou gwechall… mes deuet eo va memor da vergli… Me n’oun mui yaouank, va bugale !
— Mamm-goz, mamm-goz,
gouzout a rit c’hoaz kalz
traou…
— Istor Salaun ar Foll ! a lavaras neuze Perig, eur c’hanfard nevez great gantan e bask kenta.
— Deomp eta da Zalaun ar Foll ! Gwaz aze evidoc’h mac’h ankounac’haan meur a dra.
Hag ar vamm-goz a voulc’has he istor.
Er bloavez 1315 e veve e Breiz-Izel, e kichen Lesneven, eur paour kêz innosant, e hano Salaun. E dud a yoa paour glez ; setu kement a zesk d’eomp ar skridou koz diwar o fenn.
Pe ez eas Salaun d’ar skol, pe ne deas ket abalamour m’oa re baour e dud, biskoaz ar paotr kêz n’hellas deski ken peden nemet : Ave Maria ! na ken kantik nemet O Maria !
Dre ma kreske ar bugel en oad e kreske ivez e garantez evit ar peoc’h hag a zioulder, ha pa varvas e dud e oe mall gantan mont da jom en eur c’hoad. Eno e tibabas eul leac’h gouez ha distro, e kichenik eur feunteun goudoret gant eun derven goz.
Evel al laboused war skourrou ar gwez, Salaun a dremene eun darn eus e amzer o kana meuleudiou an Itron-Varia, e vestrez ; d’ezi goude Doue oa e holl galon, e holl garantez ; en noz, zoken, evel eun eostik, e kane mil gwech Ave Maria ! Ave Maria !
Gwisket truilhek oa, ha kerzet a rea diarc’hen ; n’en doa evit gwele nemet an douar yen ; hag evit plueg, nemet eur mean ; evit toen, nemet deliou stank an derven gamm e kichen ar feunteun.
Mont a rea bemdez er stuz-ze da Lesneven pe d’ar c’heariadennou-all a ziwar-dro da glask an aluzen. Ne rea ket a bedennou hirr e toull an doriou ha ne dorre ket pennou an dud gant e glemmou mantrus ; lavaret a rea :
— Ave Maria ! Salaun a zepre bara !
Digemeret a rea kement a veze kinniget d’ezan, hag e tizroe didrouz ha war e bouezig da gichen ar feunteun. Eno e soube e vara en dour hag hen debre, o lavaret a greiz kalon : Ave Maria !
Pa veze ar goanv en e wasa, pa veze yud an avel, skournet an dour, e taole e druilhou, hag e tiskenne er feunteun betek e chig (pe e helgez, evel eur pesk en dour) hag e kane mil gwech : Ave Maria ! Ave Maria ! O Maria ! O Maria !…
Gwechou-all, evit en em domma, e save d’en em lakaat a-ispilh ouz skourrou an derven, hag en eur vransellat e kane e ganaouen : O Maria ! O Maria !
Abalamour d’an traou-ze holl ken dishenvel diouz kustumou an dud, ar paour a dremene evit eun diskiant, ha ne reat anezan nemet Salaun ar Foll.
Eun droiad ec’h en em gavas gant eun toullad soudarded a yea hag a deue dre ar meaziou.
— Piou out ? emezo.
Salaun evitan da veza dizesk a c’houie evelkent ez oa neuze brezel etre Blez ha Monfort, an eil hag egile o klask sevel da ren war Vreiz-Izel.
Ha Salaun da respont d’ezo, nan evel eun diskiant, mes evel eun den meurbet fur :
— N’emaon nag a du
Blez nag a du Monfort ;
me eo servicher an Itron
Varia !… Ave Maria !
Ar soudarded a zirollas da c’hoarzin hag hen lezas da vale.
Salaun a dremenas evel-se nao bloaz ha tregont pe zaou-ugent o ren buez kalet, disprijet ha dilezetg ant an dud, mes avat kaer ha glan dirak Doue ha meurbet karet gant an Itron-Varia. Morse n’en doa great an disterra droug da zen.
Koueza eure klanv. Meur a hini eus a Lesneven a ginnigas e gas da hospital kear ; morse ne fellas d’ezan mont eus e ermitach.
Lod a gred e teuas Mari meur a wech da welet he zervicher, d’hen kennerzi hag ec’h en em ziskoueze d’ezan skedus evel an heol, eur maread elez en dro d’ezi.
Ar paour kêz koulskoude a fallae hag a gleve ar maro o tostaat.Neuze, evel an durzunel en nevez-amzer, ec’h en em roas da gana e veuleudiou da Varl gwasoc’h eget biskoaz.Betek pa ’z oa toc’hor e tiskane gant karantez hano dous Mari, hag e rentas e ene gwerc’h da Zoue, gant he hano war e vuzellou.
E zremm distronket epad e vuez gant ar pinijennou kalet a deuas neuze da veza ker kaer, ker glan hag al lili ha fresk evel ar rozen glizennet da vintin.
E gorf a oe kavet astennet e-kichen ar feunteun, dindan an derven a yoa bet e di.
An amezeien a deuas d’e zebelia ha pep unan a roas ali d’en douara el leac’h m’en doa bevet hag a oa marvet. Ar pez a oe great kerkent hep lid ebet.
Diskennetar paour kez foll en douar, en eur c’hoad, den mui na zonje ennan pa deuas Doue hag ar Werc’hez da zizelei santelez o servicheren eun doare estlammus.
Eul lilien hag a daole eur c’houez dudius a zavas war bez Salaun, hag ar pez a yoa c’hoaz souezetoc’h eo ez oa skrivet war an deliou e lizerennou aour daou c’her peden Salaun : Ave Maria !
Ar burzud a badas c’houec’h sizun.
Ar brud a gement-ma a yeas buban dre Vreiz a-bez. Diredet a reas eur bern tud da welet : noblans, tucbentil, beleien ha tud a renk izel.
Toullet e oe ar bez. Ha petra oe gwelet ? Ar boked en
doa e c’hriziou e kalon Salaun…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar vamm-goz a reas eun ehan.
Ar vugale a zavas o fennou da lavaret :
— Ha goude ? Mamm-goz…
— Goude ?… Goude ?… echu eo… Goude e oe savet eun iliz eus ar re gaera war bez ar paour kez Salaun. An iliz-ze a zo gwestlet d’an Itron-Varia.
Divezatoc’h, pa viot brasoc’h, va bugaligou, c’houi a yelo da bardona d’ar Folgoat, hag a evo eus dour feunteun Salaun, servicber Mari. Kaout a reot anezi e penn uhella an iliz, a-ziaveaz, dindan an aoter vras.
— O ya, mamm-goz, ni a yelo d’ar Folgoat… Mes kontit d’eomp eun istor-all.
— Bugale, a walc’h evit hirio… Perig ha Saik a zo kousket, ne welit ket ? It da glask ho kwele… Varc’hoaz mar kirit, e komzin d’eoc’h eus Kear-Is…
— Ya, ya,mamm-goz !…