Ha c’houi ho po fe n’ouzonn ket
Enn trao burzuduz c’hoarvezet
C’hoarvezet kichen ker ar Roc’h :
Selaoued, mar pedfed muioc’h.
Pa gresk ar mor d’ann abarde,
Deu sioul ann aod ’vel eur be ;
E Koad-al-Louarn ann awel
Zo tawet ’barz ar gwe huel,
Nemed ar mordrouz a glever
Hag ann Angelus ’n iliz ker. —
Chaseer, petra oud oar ged
Divezad e korn ar park ed.
— Gortoz, etre ann atrejo
Ar c’hadik wenn a ra he zro ;
Rag emez deu euz ar vengleuz
Zo dilezet ’boe ann hent kleuz,
Dindan ann douar zo kavet
Dre dindan beteg ar vered. —
Pioun ! Paoun ! — Hen loskaz he zaou denn.
Redek ’re bepred ar c’had wenn ;
Hag hi da grapa e-treze
Eunn den enn du oar he goaze
Uz d’ar vengleuz oar ar ieot glaz,
Eunn den marteze en kaon vraz.
Ken souezuz oa klevet penoz
E Koad-al-Louarn da serr-noz,
Pa goueaz serr-noz oar ar c’hoad,
D’ann denik du komze ar c’had,
Enn eur iez flour ha goulouet :
Nemed ann ineo doaniet
Ann ineo paour ha Doue
Etre int goufent ar iez-ze.
Spontet ann holl, na gredent ken.
Tremen eno na grede den
Eur wech vije klevet ar c’hlaz
Hag ann Angelus ’n iliz vraz.
Ken digwezaz ann otro Maer,
Ha gant-han arserien ar ger :
— M’oc’h eur gwaller p’eur spered fall,
Tec’hed, ma faotr, ’n eur barouz all,
Eur gwaller pe eur spered klanv,
Mad ve d’ac’h c’hoari troadik skanv. —
Laouen ha ma’ oa ar Roc’hiz,
Na larann ket ar Beuridiz.
’Dren bered ar Roc’h, enn hent glaz,
E parouz Peurit, spouron gwaz :
Pa sav ann noz, ann den en kaon
A da welet ann anaon ;
Breouet, hep laret gir ouz den,
He zello mantret enn he benn
Eman bemnoz dre ann hent don.
Ken deuaz ann otro Person,
Evit kas ann diaoulo ekuit,
Deuaz ’nn otro Person Peurit :
— Enn han Doue, ma oud kristen,
Ke lec’h all d’ober pinijen ;
Gand ann ifern ma oud leuret,
Diwal ’rog ann dour binniget. —
Ann den enn du dre ann hent don
Zo et oar du ann anaon ;
Gant he zaero ’vel diou goueren
En doa holl glebiet ar ieoten.
Aboe n’hen gweler ken er vro,
Nag ine he goantiz varo.
|