Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 37

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 163-168)


KEVRENN III : AR YEZOU NEVEZ-KELTIEK


E-doug ar Vet, ar VIet hag ar VIIet kantved goude H. S. eo e c’hoarvezas gant keltieg Iwerzon ha gant hini Breiz-Veur an darnvuia eus ar c’hemmadennou o deus roêt d’ar yezou-se o stumm-bremañ. Ne voe ket heñvel dalc’hmat ar seurt kemmadennou en Iwerzon hag e Breiz-Veur hag ac’hane e sav disheñvelderiou c’hoaz etre an iwerzoneg hag ar brezoneg. Setu amañ eun nebeut skoueriou :

1) an iwerzoneg a vir an s e derou geriou an hengeltieg ; ar brezoneg e dro en h :

Hengeltieg


siros
sukaros
sulabaris
svervos

Iwerzoneg


sir
sucar
sulabair
serb

Brezoneg


hir
hegar, hegarat [1]
helavar
c’houerv

2) an iwerzoneg a dro en f ar v hengeltiek e derou ar geriou ; ar brezoneg e dro e gw :

Hengeltieg


vassos, vossos
vidus
vindos
vernos

Iwerzoneg


fos
fid
find
fern

Brezoneg


gwaz
gwez
gwenn
gwern

3) an iwerzoneg a goll an n dirak an t ; ar brezoneg a vir anezañ :

Hengeltieg


arganton
kintus
kanton, kenton
senton

Iwerzoneg


argat
cet
cet
set

Brezoneg


arc’hant
kent
kant
hent


An iwerzoneg hag e lennegez. — Eus an holl yezou nevez-keltiek an iwerzoneg, dreist-holl an hen-iwerzoneg komzet eus an VIIIet d’an Xet kantved, eo an heñvela ouz an hen-geltieg. An abeg da se eo ne voe biskoaz Iwerzon aloubet gant ar Romaned, ha ne ehanas ket keltieg Iwerzon da veza eur yez lennek studiet, komzet ha gounezet gant eun dibab tud ken desket ha ma c’hellent beza diouz al lec’h hag an amzer. An dibab-se a oa anezañ an uhelidi, ar file hag an drouized, en o lec’h diwar ar IVet - Vet kantved ar c’hloer kristen. Ar file (veletes « divinourien » ar Gelted koz) eo a savas dreist-holl lennegez Iwerzon.

Al lennegez-se, dre he finvidigez hag he c’hened, a c’hell keñveria gant lennegeziou brudeta Europa ar Grennamzer. Miret eo bet d’eomp gant eun niver dournskridou, a sav ar re gosa anezo d’an VIIIvet kantved hag ar re all, evit an darnvuia, d’an XIIet ha d’an XIIIvet kantved. Bez’ ez eus anezi danevellou-meur, lavar-plaen kemmesket a werzennou, barzoniezou, soniou, kanaouennou santel, buheziou sent, levriou o sellout ouz an istor, ar yezadur, ar gwir, ar medisinerez, an douaroniez hag ar steredoniez. E-touez an niver skridou-se, ez afe da vihana buhez eun den da studia anezo, hiniennou a zo ret da anaout d’an neb a bleustr gant an Hen-amzer geltiek. Setu-i :

1) an dastum lezennou anvet Senchus mor « kozder bras » [2]. Laket eo bet war skrid etre derou an IXet ha dibenn an Xet kantved, nemet dre eun dournskrid eus ar XIVet kantved hepken ec’h anavezomp anezañ. A bouez dreist eo dre ma seblant n’en deus pleget ennañ ar gwir keltiek d’al levezon gristen nemet a boan, nebeutoc’h moarvat eget el lezennou kembraek.

2) an danevellou a sell ouz kosa istor an doueed, ouz derou an den hag ar bed hervez kredennou Iwerzon rak-kristen. En danevellou-se e voe trôet, diouz ret, stumm ar c’hreañsou pagan evit ma c’helljent beza miret e-touez kristenien.

3) an danevellou war tud ha darvoudou meur savet d’ar roue Conchobar (Kunokobros), d’ar brezelour Setanta (Setantios) lesanvet « ki Kulann » ha da gadourien all a greder o deus bevet er c’henta kantved goude H. S. En danevellou-se e kaver buhezegez ha boazamantou Kelted an Douar-bras ha Breiziz er c’henta kantved kent H. S. ha, war boentou-zo, boaziou kosoc’h c’hoaz. An diou vrasa anezo eo an Togail Bruidne Da Derga « dismantr kastell Da Derga » hag an Tain bo Cualngi « Skraperez saout Cooley ». Savet eo bet ar genta da seziz kastel Da Derga gant eur vandennad laeron-vor breizat hag iwerzoniat ha da varo Conaire (Konarios), roue-meur Iwerzon ; danevellet eo en eil an argadenn graet en Ulster (Bro-Ulad) gant Medb (Medua), rouanez Vro-Gonnac’ht, da skrapa ar c’hole marzus Donn (Donnos) [3].


Ar brezoneg hag e lennegez. — Ar brezoneg ne voe ket kerkoulz ar bed gantañ ha gant an iwerzoneg. E-doug ouspenn tri c’hantved e voe enez Vreiz dindan an impalaerded roman hag, e keit-se, e voe romanaet eun darn vras pe vrasoc’h eus ar bobl. Hanter-zilezet, lavar ar vro a c’houzañvas kollou bras en e yezadur, e gevreadur, e c’heriadur. Kollou ar geriadur a voe dic’haouet, darn anezo, dre ampresta geriou digant al latin ha, pa guitaas ar Romaned enez Vreiz, e voe savet banniel al lennegez gant ar varzed ha, dre o c’hanaouennou, adrôet lufr da yez ar vro. Diwar neuze ne baouezas ket yez Kembre da veza eur yez sevenet. He lennegez, miret gant an dournskridou, eus an XIIet kantved ar re gosa anezo, a zo anezi danevellou e lavar-plaen, evel ar Mabinogion, barzoniezou, levriou war an istor, ar gwir, ar medisinerez, ar yezadur, hag all. Kresket eo bet ar c’hembraeg-bremañ gant eun teskad pinvidik a c’heriou gouiziegez, prederouriez ha lennegez tennet dioutañ e-unan hag a laka ar yez-se keit-ha-keit gant ne vern pehini eus yezou brasa Europa,

Gwaz a se, ne c’hoarvezas ket kemend-all gant ar c’herneveg ha brezoneg Arvor.

Diwar an Xet kantved, ma voe sujet Kerne-Veur da Vro-Saoz, e stagas ar c’herneveg da vont war e ziskar. E-doug an holl Grenn-amzer ne reas nemet divia ken na voe ehanet krenn da gomz anezan er XVIIIet kantved, war e lerc’h nemetken da lennegez eur pez-c’hoari santel bennak heñvelekaet pe trôet diouz ar galleg.

Brezoneg Arvor a zo bet en e vuhezeka eus ar Vet d’an Xet kantved. Neuze eo en em skignas dre ar c’hourenez a-bez, o vouga er rann izela anezi ar yez romanek hag o voulc’ha doun bro Sant-Brieg, Sant-Malo, Dol, Roazon, Redon ha Naoned. Eus an Xet d’an XIIet kantved, diwar abegou a vije re hir da zisplega amañ, e koll ar brezoneg ar pep brasa eus ar broiou uhel. E Breiz-Izel, a zo gwasoc’h, ez eo dilezet gant an darnvuia eus an dudjentil hag an dud desket gounezet d’ar yez ha d’ar sevenadur gallek. Da heul an dilezidigez-se ne voe ken eus ar brezoneg, a-hed an hanter brasa eus ar Grennamzer ha betek an XIXet kantved, nemet eur yez fraost, komzet gant labourerien-douar ha pesketaerien hepken. E-skoaz lennegez pinvidik ha disyeo Iwerzon ha Kembre, n’oufe stalia ar brezoneg ar Grennamzer nemet kanaouennou ha c’hoariou santel, heñvelekaet pe drôet diwar ar galleg an darnvuia anezo, ha geriou gallek enno e-leiz. En XIXet kantved hepken, a drugarez da genstriv eun teskadig tud kalonek, e stag ar brezoneg d’en em zigemmeska ha da deurel eul lufr bennak gant e lennegez. Dleet eo d’eomp derc’hel gant labour an dud-se, difenn keltelez hor yez, gounid d’ezi eun degemer er skoliou bras pe vihan, he c’homz hag he skriva ar muia hag ar gwella ma vezo gallet. Ar brezoneg, hag heñ kouezet ken izel, a zo herez eun amzer goz brudus dispar. Disleberet eo bet gant an amzer ha genou an dud, ha padal ar yez eo a zo bet komzet gant ar vrezelourien a c’hounezas Europa hag eun darn eus Azia, hag a zalc’has penn, a-hed hir gantvedou, da armeou Roma.

Ar geriennou da heul a roio d’al lenner eun tañva eus ar c’hemmadennou c’hoarvezet gant ar yez a gomzomp adalek ar c’henta kantved eus an oadvez kristen betek ennomp.



Hengeltieg



Hen-vrezoneg
(VII-XIet ktv.)


Brezoneg-krenn
(XI-XVIIet ktv.)



Brezoneg-breman


mâros
kadros
natro
magalos
dubron
tegos, tigos
novios

mor
kadr
natr
magl
dubr, dobr
tig
novid [4]

meur
kazr
nazr
mael
douvr, dour
ti
nevez

meur
kaer
naer [5]
mell « bras »
dour
ti
nevez

monios
roudos
vidus
kêton
rêdos [6]
sindos [7]
sinda

monid
rud
uuid, guid
koet
roed
ent, en
in, in [8]

menez
ruz
guez
koet
roez
en, an

menez
ruz
gwez
koad
rouez
an [9]


  1. En hen-vrezoneg hukar, hokar.
  2. Ger-evit-ger « Hengas meur », an iwerzoneg senchus o terc’hel lec’h eun hen-geltieg *senokastu.
  3. Ar c’hole-se a oa anezañ seizvet furm eur mesaer-moc’h an doueed, aet tro-ha-tro da vran, da reunig, da vrezelour, da deuz, ha goude da breñv o veva en eun eienenn. Lonket e oa bet, er stad-mañ, gant eur vuoc’h ma oa ganet anezi ar c’hole marzus.
  4. An d e penn diweza ar ger-mañ a oa gantañ son an th saozneg blot , hevelep tra evit rud, uuid, monid, roed. Er ger henvrezoneg brith, deut da briz e brezoneg-krenn hag e brezoneg-bremañ, e oa son an th saozneg garv.
  5. Nazr ha naer a zo skrivet a-dreuz azr hag aer. An diouiziegez eus istor ar yez en deus graet drouk-kemerout an n en em gav er ger-se evit hini ar ger-mell.
  6. « Buan » e keltieg, goude-se « aes », hag erfin « tano, dibaot ».
  7. Eur ragano-diskouez e oa : sindos atir « an tad-se », sinda bena « ar vaouez-se ». Sellout ouz d’Arbois de Jubainville, Note sur l’article celtique, in Rev. Celt. II, p. 204 ssq.
  8. Ent a zo miret e seurt rakverbou evel end-eeun, enta evit ent-da, hag all. Enta a zo bet distreset en eta er yez-vreman.
  9. Ar hag al a zo furmou nevez distreset eus an. Sell d’Arbois.