N° 38. — Ar Memorare.
War an ton : N° 38, pe N° 25.
- O Gwerc’hes Vari leun a drue,
Ho pezet envor, Me ho ped,
Penoz biskoaz den en e vue
Na n-euz na gwelet na klevet
Ho pije lezet en abandon
Nikun a gement a deuje
D’enem westlan d’ac’h a greiz-kalon,
Daoust pegen braz pec’her vije
- Nan, biken na c’houlfec’h dilezel
Neb a deu gant fians enoc’h
Da guzan didan ho tiouaskel
Ha da gerc’hat zouten ouzoc’h :
Hirie, gant ar memes fians-ze,
O Gwerc’hes, Mam ar gwerc’hezet,
E tidostan ouzoc’h, me ive,
Gant ho madeles goneet.
- O hirvoudi diragoc’h aman,
Evel eur pec’her braz ma z-on,
Evit ar wej-man c’hoaz e kredan
Ho pedi d’obten ma fardon :
Pa z-oc’h gwir Vam ma Zalver divin,
Na zisprizet ket ma c’homjou,
Gant trugare chilaouet ouzin,
Ha roet d’in ma goulenou.
|