N° 37. — Ar pemp Mister a C’hloar.
- Er c’hentan mister glorius,
Kanomp meulodi da Jezus :
Zavet eo bet dimeus ar be,
Herve e gomz, goude tri de.
Diskan :
Ni ho salud, stereden vor
Mam da Zoue, leun a enor,
Gwerc’hes bepred, dor an Envou,
Chilaouet ouz hon pedenou.
- Jezus en eil mister a c’hloar,
A deu da guitat an douar,
Zevel a ra d’ar Barados ;
Eno ema ouz hon gortos.
- En drede mister me a wel
Er zâl war ben an Ebestel,
Ar Spered-Zantel o tisken
Da rei d’he nerz ha sklerijen.
- D’ar bevaret mister, Mari,
E kreiz ar joa, ar veulodi,
Korf hag ine a zo douget
D’ar Barados gant an Elet.
- D’ar bempet e oe kurunet
Mari hon Mam gant an Dreindet :
En Env breman, dirak Doue,
N’ankouao ket he bugale.
|