O Sakramant ar c’haera

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Zakramant ar c’haeran.

A. Prud’homme, 1934  (p. 8-9)



N° VII. — Sakramant an Aoter.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.= 60
      \key f \major
      \time 6/8
      \partial 8*3
      f4 g8 f( e) f g4 a8 | a4 r8 a4 g8 | \break
      a4 bes8 a( g) a | f4 r8 a4 g8 | a4 c8 c( bes) a |
      g4 r8 g4 f8 | g( a) bes a( g) a | a4 r8 a4 g8 |
      a4 c8 c( bes) a | g4 r8 g4 f8 | g( a) bes a( g) a | f4. \bar "|." 
    }
    \addlyrics{
      O Sa -- kra -- mant ar c’hae -- ra ’lec’h teu
      Dou -- e d’hon ma -- ga_; Je -- zuz a zo a -- mañ
      c’hoaz Koulz ha gwe -- chall war ar Groaz, Je -- zuz
      a zo a -- mañ c’hoaz Koulz ha Gwe -- chall war ar Groaz
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

1

O Sakramant ar c’haera
’lec’h teu Doue d’hon maga ;
Jezuz a zo amañ c’hoaz
Koulz ha gwechall war ar Groaz.


2

D’an ebestel ’lavare
Ha d’ar veleien goude :
« Hemañ eo ma c’horf, debrit,
Hemañ eo ma gwad, evit. »


3

Ar beleg, er gorreou,
’Lavar hevelep komzou :
Kerkent ha ken alies
Jezuz a sent ouz e vouez.


4

Ha n’eus ken war an Aoter
Nemet Korf sakr hon Salver :
E Gorf, ’lec’h ar bara-kann,
Elec’h ar gwin, Gwad an Oan.


5

Ar spesou o deus miret
O liou, o blaz ’vel bepred ;
Kuzet bremañ dindane
Eman Korf ha Gwad Doue.


6

Diaes e vefe kompren…
Kredi a dleomp hepken :
Ha gant feiz krenv hon ene,
E c’hallimp gwelout Doue.

7

Jezus en daou spes a zo
Den ha Doue war eun dro :
’n e bez er spes a vara,
Er spes a win memes tra.


8

Dont a ra d’hon ilizou
Hep kuitaat lein an Nenvou ;
Er burzud-se e welomp
Pegeit e kar ac’hanomp !


9

Neb en em gav e gwall stad
Hag a gred velkent tostaat,
A ra sur eun torfed bras
Henvel ouz hini Judaz.


10

Neb a gemer e stad vat
Korf hon Salver hag e Wad,
Gantan a zo unanet
A galon hag a spered.


11

Ra vo ganimp adoret
Jezuz ouz e Groaz staget ;
E adoromp en Nenvou
Ha war e holl aoteriou.


12

E pep lec’h, e pep amzer,
Meulomp Jezuz, hon Salver ;
Dreist-holl karomp anezan
Er Sakramant ar c’haera(n).

Amen