N° VIII. — Aktou kent ar Gomunion.
- Me gred ec’h an da zegemer
Jezuz ma mestr ha ma Salver,
Jezuz gwir den ha gwir Doue,
Er Sakramant a garantez.
- Doue ar Barfetded wirion,
Me ho kar a greiz ma c’halon
Ma nesa a garan ive(z)
Abalamour d’eoc’h, ma Doue.
- Siouaz, siouaz, petra oun-me
Da dostaat ouzoc’h, ma Doue,
Ne doun nemet eur pec’her kaez,
Met c’houi zo leun a vadelez !
- Pegement ne fell ket d’in-me
Degemer bara an ene !
Dizec’ha ran gant ar sec’hed
Ken na vezin ganeoc’h maget.
- Gwerc’hez c’houi hoc’h eus e roet
Er c’hraou gwechall d’ar bastored,
Eus ho torn fell d’in degemer,
Em c’halon hirie, ma Salver.
- Eur sell c’hoaz, eur sell truezus
Ouz ma ene, o ma Jezuz,
A-raok diskenn, gwalc’hit ennon
Kement a ra poan d’ho kalon !
|