Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O ma ene, kanomp bemdez.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 50-51)


N° 42. — Kantik zant Casimir, roue.
War an ton N° 42.


  1. O ma ine kanomp bemde.
    Da Vari meulodiou :
    Hec’h oberou hec’h ol bue
    a zo leun a vurzudou.

Diskan.
    Gloar da Vari ha meulodi,
    Pebes burzud evurus !
    Mari Gwerc’hes ha Mam ive,
    Gwerc’hes ha Mam da Jezus !

  1. Teod an den zo gwal dister
    Evit komz euz a Vari :
    Mes e c’halon a zo tener,
    Ol e hellomp he meuli.

  2. Euz a Vari an ol boblou
    A denn gloar ha sklerijen,
    He zanteles, he vertuiou,
    A zo skuer ar Gristenien.

  3. Klevet he mouez d’imp o laret :
    « Zentet, zentet ouz Jezus,
    « ’N oc’h ol bue mar hen karet
    « Jezus ho rento eürus. »

  4. Kalonou zec’h ha glac’haret,
    Deut da gavet ar Werc’hes ;
    Gant Mari e ver konfortet
    Er vrasan tristidiges.

  5. C’houi pec’her paour, reit a galon
    Peden, enor da Vari :
    Evit obten gras ha pardon
    Laket ho fians en-hi.

  6. C’houi, den devot, n’ankouaët ket
    Ema Mam an ol c’hrasou ;
    He serviji hag c’haret
    Eo kemer hent an Envou.

  7. O Mari, klevet ma feden,
    Pareet ma gouliou :
    En ho krasou reit d’in loden
    Ha peurs en ho vertuiou.

  8. Evidomp ol dirag Jezus,
    Pedet, Mam a drugare ;
    Finves ar bed a vo spontus,
    Ouzimp bezet zonj neuze

  9. Da Jezus ar Mab eternel,
    En amzer Mab da Vari,
    D’an Tad ha d’ar Speret-Zantel,
    Gloar, enor ha meulodi !