N° XXXIX. — Kantig sant Kazimir, roue.
- O ma ene kanomp bemdez
Da Vari meuleudiou
Hec’h oberou hec’h holl buhez
A zo leun a vurzudou
Diskan
Gloar da Vari ha meuleudi
Pebez burzud eürus
Mari gwerc’hez ha mamm ivez
Gwerc’hez ha Mamm da Jezuz.
- Teod an den a zo gwall zister
Evit komz eus a Vari ;
Met he c’halon a zo tener
Holl e c’hallomp he meuli.
- Eus a Vari an holl boblou
A denn gloar ha sklerijenn,
He santelez he vertuziou,
A zo skouer ar gristenien.
- He mouez ’lavar, leun a druez :
« Sentit, sentit ouz Jezuz,
« Ha m’e garit ’hed ho puhez,
« Jezuz ho lako eürus. »
- Kalonou sec’h ha glac’haret.
Deut da gavout ar Werc’hez ;
Gant Mari ’vezer frealzet
Er vrasa tristidigez.
- C’houi pec’her paour a-greiz kalon
Pedit, enorit Mari :
Hag evit kaout gras ha pardon
Ho pet holl fizians enni.
- N’ankouait ket, c’houi den santel,
Ez eo Mamm an holl c’hrasou ;
’n em zerc’hel dindan he mantell,
Zo kemer hent an Nenvou.
- O Mari, klevit ma fedenn,
Pareit ma gouliou ;
En ho krasou roit d’in lodenn
Ha perz en ho vertuziou.
- Evidomp hell dirak Jezuz,
Pedit, Mamm a drugare(z) ;
Pred ar maro a vo fromus,
Deuit d’hon skoazella neuze.
- Ar re a zeu e gwirionez
War an douar d’ho pedi.
Grit ma ’z aint gant an Aelez
D’ar Baradoz, d’ho meuli.
|