O pebes burzud a welan e Bethleem

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O pebez burzud a welan.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 133-134)


N° 108. — O pebes burzud a welan !
War don koz : Pastoret deut, redet timad, N° 108.


1. O pebes burzud a welan
E Bethleem pa ziredan !
Eur bugel war ar plouz kousket,
Tal dezan e Vam daoulinet !

2. Daoulinet ouz hen adori
Ha pastoret endro dezi :
En oabl ele gwen a vanden
A gan e kreiz ar sklerijen.


3. N’am euz ket ezom da glevet
Hano ’r bugel neve ganet :
Mabik-Jezus, m’hen goar erfad,
C’houi eo ma Doue ha ma Zad.

4. M’hen goar erfad dre garante
Ez oc’h kroadur hiri’ an de :
Kroadur er c’hraou, Doue en Env,
Aman ken goan, eno ken krenv !

5. Aman dister, da hardisat
Ar bec’herjen baour da dostat ;
Er Barados ol-c’halloudus,
E peb tachen trugarezus.

6. Kaer eo an heol pa bar en er,
Kaer bleuniou an neve-amzer :
D’am daoulagad c’houi zo kaeroc’h,
D’am c’halon karantezusoc’h.

7. Evit plijout d’ac’h e pedin
Noz ha beure war ma daoulin ;
Em c’hichen ma el-mad neuze
Genin ho pedo, ma Doue.

8. Poan da zenti a gemerin
Raktal ma vo komzet ouzin :
C’houi, Mabik-Jezus, a blege
Da Vari ha Jozep bemde !

9. Gant prez ha heuz me a bello
Euz ar re zo skuer-fal ganto :
Heb ar skuer-fal, am euz klevet,
Dibod a dud a ve daonet !

10. Bep sul ha stankoc’h, pa hellin,
En ilis aman e teuin ;
Bemde, bemnoz, war an oter,
Kouls evel er c’hraou ho kaver.

11. Kentoc’h mervel arog an oad,
Eget dilezel an hent mad !
Reit d’in ar c’hras, mar bevan pel,
D’ho karet bepret gwel-ouz-gwel !

K. G.