Petra zo henoas a neve

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanomp Nouel da Vab Doue.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 131-133)


N° 107. — Petra zo henoas a neve.
War don : In cælis est, N° 107.


1. Petra zo henoas a neve
Pa zo leiz a dud war vale ?
Perak ec’h a, a vandenou,
Ar bobl en noz d’an Ilijou ?


Diskan.

Kanomp Nonël da Vab Doue,
Ganet er c’hraou dre garante ;
Da Jezus ha d’e Vam zantel,
Kanomp mil gwej Nouël ! Nouël !

2. Perak e son da hanter-noz
Kleier an tour e peb paros,
Perak e lavar peb belek
Teir oferen d’an Nedelek ?

3. Pelec’h oc’h-hu, Patriarchet,
Zent a wejal ha Profetet ?
E oac’h pelzo o hirvoudi,
Poent eo d’ac’h enem frealzi !

4. Gloar da Zoue, tadou zantel,
Kanet genimp Nouël ! Nouël !
Ganet eo henoas ar Messi,
Gant eur Werc’hes hanvet Mari.

5. Mari a zo e gwirione
Gwerc’hes ha Mam da Vab Doue,
Mam d’ar Zalver oe prometet
D’hon tad Adam ha d’e bried.

6. Eun èl euz an Env, an noz-se,
D’ar bastoret a lavare :
« N’ho pezet aon na spont ebet,
« Zalver a bed a zo ganet.

7. « E Bethleem en eur c’hraouik
« C’houi a gavo eur bugelik :
« Eun tam pillou endro dezan,
« Hag e vam ouz hen briatan. »

8. Neuze oe klevet an Ele
O kanan war eun ton neve
Ar Gloria in excelsis,
Gwel vit na ganer en ilis.

9. Ar bastoret a joa karget,
Dal m’o deuz ar c’helou klevet,

A lavar an eil d’egile :
« Demp ol da welet Mab Doue ! »

10. Laret a ra ar bastoret
E Bethleem p’int eruet :
« Ni hoc’h ador, Zalver ar bed,
« Pegen eürus omp d’ho kwelet !

11. « Ziouas ! emint-hi, Mabik koant,
« Ni n’hon euz nag aour nag arc’hant :
« Mar plij genac’h-hu koulskoude,
« Kemeret euz hon faourante. »

12. Neuze ar bastoret joaüs,
Goude bezan gwelet Jezus,
N’eur distrei daved o loenet
A gan : Doue ra vo meulet !

13. Kenavo d’ac’h, Mabik-Jezus,
Kenavo bugel dudius !
Reit d’imp ol ar c’hras d’ho kwelet
En Env e palez an Dreindet !