Oræson evit obteni ur maro mad ha santel

L. Prud'homme, 1849  (p. 607)


ORÆSON DA J.-C. CRUCIFIET,

Oc’h agonisa hac o vervel, evit obteni un agoni eürus hac ur maro santel. An Oræson-ma a ve mad da lavaret dirac un den en he amser diveza.

VA Salver benniguet J.-C. crucifiet, me ho supli dre ar garantez infinit hoc’h eus evit silvidiguez ar bec’herien paour, dre ho passion galet hac hoc’h agoni truezus, dre hoc’h oll goad pehini hoc’h eus squillet evidomp, dre ar recommandation a resoc’h eus hoc’h ene santel da Zoue ho tad, dre an diveza cri a resoc’h abarz mervel, dre a[r] [1] sachaden diveza pehini a resoc’h o tremen, ha dre ar maro pehini oe an accomplissamant eus hon redamtion ; ma plijo gueneoc’h caout truez ouzin brema hac en amser va fassion, pa vezin em agoni, ha receo va ene ivez etre ho taouarn hac etre an divrec’h eus ho trugarez en heur va maro. Amen.


  1. Moullet : a.