Lajat, 1909  (p. 265-Ton)



Pa deu an Noz


d’an aotro rannou, kure pleuzal


Me blij d’in en divez an de,
Pa deu an noz mont da vale,
Dindan ar gwe, kreiz ar c’hoajou
Elec’h ma tec’h ma zrubuilhou…

Eno ’klevan evnedigou
O richani kanaouennou,
Kanaouennou a drugare
Leun a zouster, a garante.


Me glêv hiboud ar wazig dour
Pa ruilh war ar bili, ken flour,
’N eur laret ar gaeran peden
Glevas biskoaz skouarn an den.

Me gar ive, ribl ar môr braz,
Araok ar zerr-noz gwelet c’hoaz
An heol dindan ar volz tânet
O tiskenn en dour alaouret ;

Gwelet o tiszrei skanv d’ar gêr,
Bagig ken koant ar pesketer,
O nijal gant he gweliou gwen,
O luskellat war ar wagen…

Me gar, ’n eur gir, kreiz ar c’hoajou,
Ribl ar mor, war ar meneou,
Klevet mouez ar c’hloc’h dudius
O son bemnoz an Anjelus…

Klevet eus an holl barrouziou,
Ken ma tregern an traouiennou,
Mouez ar c’hleier, sklintin ha krenv,
O veuli Rouanez an Nenv…


Evelte e sav ma c’halon
En trezek Mari, ma Itron,
En trezek Doue, ma C’hrouer,
En trezek Jezus, ma Zalver !

Gantê ec’h unanan ma mouez
Evit enori ar Werc’hez ;
A gevred gant o meuleudi,
Laran : Me ho salud Mari !


————


PA DEU AN NOZ



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  \partial 8*3
  d8 f e d4. e8 f g | a4. g8 a d | c4. a8 c bes | \break
  a4. g8 a d | c4. bes8 a g | f4. g8 a bes | a4. g8 f e | d4.~ d4. \bar "|"
}
\addlyrics {
  Me blij d’in en di -- vez an de, Pa deu an noz mont da va --
  le, Din -- dan ar gwe, kreiz ar c’hoa -- jou E -- lec’h ma tec’h ma zru -- bui -- lhou.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }