Pa dremenan dor ho jardin

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pa dremenan dor ho jardin (Duhamel).

1890  (Levrenn I, p. 144-146)



PA DREMENAN DOR HO JARDIN
____


   Pa dremenan, dremenan dor ho chardin
Na me a zant, a zant c’houez an turcantin.

   An turcantin, al lavand, hac ar gouler,
Ma mestres coant, roït-hu d’in eur boquet.

   Na me am eus eun ti coant hac eul liorz,
Hac eur vilin dour ez eus en toul ma forz ;

   Na me am eus hac eun ti hac eur c’houldri,
Nemet eur plac’h coant na vauc ken brema d’in.

   — Mar ê eur plac’hic coant eo a faot d’eoc’h,
Clasket eun all, me na on ket diouzoc’h.

   Gant ma Doue ouzin-me a zo dalc’het
Euz a goantiz hac ive euz a c’hened,

   — Nann, na oc’h ket gant ma Doue bet privet
Nac a goantiz, na ken neubeud a c’hened ;

   C’hui, ma mestres, ’zo eur feumeulen charmant,
A oar lacad, lacad ma speret contant.

   Arsa eta, ma mestres, da vihana,
Roït-hu d’in eur poc aroc kimiada !

   — Dalet, dalet ma dorn, ha kimiadet,
Rac evit sur d’am bisaj n’ bocfet ket[1].

   — Na, ma Doue ! petra ’ta am eus me grêt,
Na mar oc’h-hu ouzin-me ker braz fachet?

   — Me a werzo, werzo ma dantelezo,
Ha ma c’hroaz aour, hac ive ma rubano,

   A nem lacaï, lacaï da bedi Doue,
Hac ec’h aïo, ’c’h aïo d’ar gouant gant-he.

   — Na mar et-hu ’ma mestrezic, d’ar gouant,
Me ec’h aïo eno da vêlec iaouanc.


   — O clewet ho mouez, me a vezo ravisset,
’Vel p’am bije, p’am bije hoc’h eureujet.

   Na piou bennac hac a zo war an douar
A gement n’ê laket evit caout he bar,

   N’eus ken d’ober nemet evel a re-ze,
A vo eun de curunet ebars an env !


Jannic Morvan. — Rospez.

______________

  1. Une autre leçon ajoute les vers suivants :

       Rac ewit sur na bocfet ket d’am bisaj ;
    Achu ec’h eo amzer ar vignonniaj !