Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





KINNIG
————


Me fell d’in kana gand dudi
Meuleudi deoc’h, Gwerc’hez Vari ;
Euz eur penn dar penn all d’ar bed
Me garfe ho kwelet karet.

Me ginnig deoc’h, ô Mamm dener,
Va mouez ha va zelennig ker,
Grit ma kanin atao yez Breiz,
Evit va bro, evit va feiz.

War ar barzik dister Klaoda
Lezit ho pennoz da goueza,
M’em beuz ho karet, m’ho karo
Beteg an heur euz va maro.

O Rouanez vad Breiz-Izel,
Roit dho Pretouned ho skoazel,
Ma kendalc’hint oll kalounek
Da stourm evit ho Brezounek.


Va levr a ginnigan ive d’am mignoun Abherve da behini ez oun kalz dleour ; dan oll Varzed, a garan evel