Pajenn:Catechis, 1817.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
Catechis


R. An Ave, Maria, pehini a dle an oll da c’hout.

G. Leret an Ave, Maria, en Latin hac en Brezonec ?

R. Ave, Maria, etc. M’ho salud, Mari, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Piou en deus composet an Ave, Maria ?

R. An Æl Gabriel, Santez Elisabeth, hac hon Mam Santel an Ilis.

G. Perac e lerer an Ave, Maria, incontinant goude ar Bater ?

R. Evit obteni dre intercession ar Verc’hes ar pes on eus goulennet er Bater.

G. Leret din c’hoas un devotion agreabl da Zoue ha d’ar Verc’hes ?

R. An devotion eus ar Chapelet ?

G. Penaus e lerer ar Chapelet ?

R. Credo a lerer voar ar groas ;
Ur Bater voar bep greunen vras ;
Ha dre ma teu ar greun bian,
Eus un Ave voar bep unan.

G. Petra dleer da songeal en pad ar Chapelet ?

R. Songeal en unan benac a Vysterio ar Rosæra.

G. A betra eo composet ar Rosæra ?

R. Ar Rosæera so composet a dri chapelet.

G. Pet Myster so er Rosæra ?

R. Pemzec, pemp a joa, pemp a gueuz, ha pemp a c’hloar.