Pajenn:Catechis, 1817.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
Treguer.

an tourmancho, ar c’hleve, an tàn, mæs avoui a reomp penaus ezomp christenien. » Neuse Mazimien a gommandas d’e arme ober an dro deze evit ho distruja. Al legion santel elec’h en em difen, a guitaas an armo evit monet d’en em bresanti d’o bourevien, ha tout e soufrjont ar maro hep an distera clem. Chetu a-se soudardet christen, pere a vouie ar pez a dlefoant d’an dud, hep mancout d’ar pez a dlefoant da Zoue, da beini eo bepret dleet ar breferanç. Henoret evel se an hano precius a gristen, bac o pezo lod eus a recompanç ar sænt.




QUENTA INSTRUCTION.
Voar ar pes a dleomp da gredi.

I. QUENTEL.
Voar ar perfection divin.
1. Art. eus ar Gredo. Mên gred en Doue, etc.

G. Petra a dleomp-nîn da gredi ?

R. An oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo.

G. Petra eo ar Gredo ?

R. Ur brofession a fe composet gant an Ebestel.

G. Pet articl so er Gredo ?

R. Daouzec pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret ar Gredo en Latin ?

R. Credo in Deum, etc. (er fin.)

G. Leret ar Gredo en Brezonec ?

R. Mên gred en Doue, etc. (er fin.)