Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/409

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
Hymnou evit Gousperou ar Goueliou.

Roït deomp ar c’hraç da evita
Quement so noasus d’hon ene
Ha d’he netaat diouz droug ive.
Hon exaucit, Doue an Tad,
Ha c’houi egal dezan he Vap,
A ren gant ar Speret Santel
En ur memes gloar eternel. Am.

V/. O va Doue grit ma pigno va oræson.

R/. Evel an esanç dirac ho majeste.

Cœlorum pulset intimum, Vitale tollat præmium, Vitemus omne noxium, Purgemus omne pessimum.

Præsta, Pater piissime, Patrique compar Unice, Cum Spiritu Paracleto, Regnans per omne sæculum. Amen.

V/. Dirigatur, Domine, oratio mea.

R/. Sicut incensum in conspectu tuo.

Ar Magnificat a gueffot en Gousperou ar Verc’hes. Ama goude ar Magnificat e leverrot oræson ar Sul ma viot enna hac a gueffot tu-ma varlerc’h an Hymnou en renq an oræsonou propr evit guement Sul a so hed ar bloaz. Ha mar be great memor eus a ur sant pe ur santes bennac, merzer pe gonfessor, guerc’hes pe na de quet, e leverrot goude oræson ar Sul an oræson convenabl d’ar sant pe d’ar santes-se hac a gueffot tu-ma ivez en Gousperou peb seurt sænt. Hac er fin mar clevit ober ivet ar Gommemorationou pere a gommanç dre ar c’homsou-ma : Sancta Maria, succurre miseris, ho greot ive hoc’h-unan evel ma ho c’heffot lequeet tu-ma goude oræsonou ar Suliou dirac Complidou, hac e finissot ho Gousperou evel ma ê merquet eno varlerc’h ar gommemorationou-se.

An Hymn Conditor alme siderum, pehini a vez lavaret epad an Azvent. Var an ton latin.

CRouer an heol hac ar stered,
Guir sclerijen da nep a gred,
Jesus Redamtor peb hini,
Hon exaucit, ni ho supli.
C’houi gant truez, o vont an oll
Dre ar maro, siouas, da goll,

COnditor alm[e] [1] siderum, Æterna lux credentium, Christe Redemptor omnium, Exaudi preces supplicum.

  1. Moullet : -ma.