Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/424

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
404
Oræsonou ar Suliou eus an Azvent.

cision, ne vezo lavaret nemet Gousperou ar Circoncision gant ar mernor eus a eizvet sant Stephan epquen, hep memor ebet eus ar Sul. Mar guerru da eizvet sant Stephan, da lavarct eo, da ben an eiz dez eus he vouel, e vezo lavaret Gousperou ar Merzer sant Stephan gant ar chabistr bian eus a vouel sant Ian Evangelist hac an Hymn Exultet cœlum eus a C’housperou an Ebestel, ha goude-se ar Verset, an Antifonen pe ar recommandation hac an Oræson eus a vouel sant Ian Evangelist, hac er fin ar memor eus a sant Stephan hac eus an Innoçantet, hep netra evit Sul.

Mar guerru ar memes Sul da ben an eiz dez eus a vouel sant Ian Evangelist, e vezo lavaret Gousperou an Ebestel het-a-hed ha quement so merquet tu-ma varlerc’h evit gouel sant Ian da Nedelec ; hac er fin e vezo great ar memor eus a eizvet an Innoçantet evel d’ho gouel. Mar guerru ar Sul-ma da benn an eiz dez a vouel an Innoçantet, e vezo lavaret Gousperou ar Verzerien gant Hymn an Innoçantet ha quement-so lequeet evit ar gouel tu ma da Nedelec, oc’h ober memor goude eus an deiz diaguent gouel ar Rouanez, p’evit hini e vezo quemeret Oræson ar Sul a erru dindan eizvet Nedelec, hac erfin ar memor eus a sant Telesphor Merzer. Mar guerru al Sul quenta-ma eus ar bloaz derc’hent gouel ar Rouanez, e vezo lavaret en Oferen Oræson ar Sul dindan eizvet Nedelec, pehini so tu ma araoc miz Guenver, hac evit Gousperou e vezo quemeret re ar gouel eus ar Rouanez het-a-hed ; ha toudememes mar guerru al lavaret Sul da lavaret gouel, hep e vezo great memor ebet eus ar Sul-se d’an oll deziou-mâ.


Oræson ar Sul pehini a erru dindan an eizvet eus a vouel ar Rouanez, ha goude pehini e leverrot ive Oræson gouel ar Rouanez, pehini a gueffot tu-mâ varlerc’h en miz Guenver.

VOta, quæsumus, Domine, supplicantis populi cœlesti pietate pro-

AUtrou Doue, recevit favorablamant ar vœuou hac ar pedennou humbl eus ho pobl ar gristenien fidel, ha squillit ho pe-