Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/541

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
421
Gousperou Goueliou Nedelec.

c’henta Dominus vobiscum, hac en fim ar Gousperou goude Magnifïcat er memes goueliou.

MAr guerru nicun eus ar goueliou-ma da Sul, e vezo grét na mui na mæs ofiç ar gouel, ha non-pas hini ar Sul, eus a behini e reot memor epquen o lavaret oræson ar Sul varlerc’h oræson ar gouel, nemet erruout a raë ar gouel da ur Sul privilejiet bennac, evel ma’z eo an tri Sul dirac demerc’her al Ludu, ar Suliou eus an Azvent hac eus ar C’hoaraïs, Pasq, Casimodo, Pantecost hac an Dreindet, en deiziou-ma ne vez great ofiç gouel ebet, nemet gouel ar Patron pe an Dedy eus an Ilis propr ve ; ha c’hoaz ne reer quet ofiç ar gouel-se quen nebeut mar guerru er Sul auenta eus an Azvént hac eus ar C’hoaraïs, pe dissul ar Bassion, pe dissul Bleuniou pe en sizun Phasq, pe dissul ar C’hasimodo, p’en eizvet ar Pantecost, pe dissul an Dreindet ; en deiziou-ma oll, pessort gouel bennac a ouffe erruout, ne vez quet great he ofiç, mæs differet vez da un devez-all bennac hac a ve diangaich. Ama e reer mantion eus a gals a c’houeliou, peguement-bennac na d’int quet, berset, abalamour ma’z int conside[ra]bl [1] etouez ar bobl.


en mis guenver

D’ar gouel eus ar Circoncision an deiz quenta eus ar bloaz, e guemerrot evit Gousperou ar memes Salmou pere a so merquet evit Gousperou ar Verc’hes hac ar memes Hymn a so evit Nedelec varterc’h gousperou ar Sul etouez an Hymnou, hac ar memes Oræson, Deus , qui salutis æterne, pehini so varlerc’h Alma Redemptoris en fin Complidou.

Da vouel ar Rouanez, ar c’huec’hvet devez eus ar mis, evit gousperou e quemerrot Salmou ar Sul het-a het, hac an hymn Hostis Herodes, gant ar V/. hac ar R/. a so eno ive varlerc’h etouez an Hymnou, ha goude e leverrot an Antifonen hac an Oræson a so ama.

  1. Moullet : -debl.