Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/457

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
437
An Adoration perpetuel.

bro hac en peb cartier var an douar, eguis ma’z eo ebars en eê. Un devotion gaër eo lavaret bemdez ar pemp Pater hac ar pemp Ave-ma, pere a servijo assambles evit enori ar pemp gouli eus hor Salver, evel ma ê recommandet er beden diouz vintin en commançamant an heuriou-ma.

Dleet eo, mar c’haller, communia d’an deiz ma vez assinet he heur da un den, evit ma vezo guell disposet a-se da renta muioc’h a enor d’hor Salver. Beza e tle ive peb-hini obêr ur gommunion spirituel d’an heur memes eus he adoration abars commanç ar chapeledou.

Chetu ama an oræson pehini a servijo evit quement-se hac a gompren en ber gomsou an actou principal a feiz, a adoration, a esperanç, a garantez hac a gontrition, gant ar gommunion spirituel.


COMMUNION SPIRITUEL.

ME a gred enoc’h, va Doue,
Me hoc’h ador gant ur feiz gre
Enoc’h epquen ec’h esperan;
C’houi dreist peb tra oll a garan.
Queuz am euz d’ho peza offanset,
Va Doue dîn da veza caret.

Me a brotest d’en em viret
Gant ho sicour, diouz peb pec’het.
C’hoant am eus a greis va ene
D’ho receo enon, va Doue :
Deut, va Jesus, deut em c’halon,
Hep quitat jamæs ac’hanon. Amen.

En quen cas en deffe un den un empechamant bennac, [e] [1] c’hello substitui un all en he leac’h, peautramant differi, pe avanç he heur, ha memes he fartaji etre diou pe deir gueich, ma na elle vaqui da ober he zevotion diouc’h-tu ; ha pa he lesse so quen toutafait hep he oher hep ampechamant, n’en deffe pec’het ebet, nemet ma colle ar merit epquen.

  1. Moullet : et.