Hoc’h oll gourc’hemennou ; |
Na vezin diouzoc’h mui |
Goude ar chantic-ma, grit an amand enorabl da Jesus er sacramant, pehini so diaraoc ; hac er fin, mar ho pez amser, e leverrot an actou a adoration pere so evit ar gorreou en oferen, hac an tri c’hantic evit an exposition, pere so ama diaraoc ; hac e concluot assambles gant ar belec dre an teir oræson-ma : da guenta, dre Oræson ar Sacramant gant Panem de cœlo, etc. evelse en fin Gousperou ar Sacramant ; d’an eil, dre Orceson ar Verches, Concede nos, goude ar recommandation dezi, pehini a gueffot diaraoc en fin he Litaniou er Pedennou diout an nôs, p. 67 ; ha d’an trede, dre an Oræson pehini so ama evit ar roue, goude ar versedou-ma.
V/. Autrou Doue, plijet gueneoc’h , sauvetei ar roue. R/. Hac hon exaucit d’ar poent ma teuimp d’hoc’h invoqui. V/. Va Doue, astennit ho preac’h da broteji den ho tourn-deou R/. Ha quemerit dindan ho protection map an den pehini hoc’h eus etablisset evidoc’h. V/. Va Doue, exaucit va oræson R/. Ha grit ma erruo ar c’hri eus va feden betec enoc’h. |
V/.Domine, salvum fac regem. R/. Et exaudi nos in die quâ invocaverimus te. V/. Fiat manus tua super virum dexteræ tuæ. R/. Et super filium hominis quem confirmâsti tibi. V/. Domine exaudi orationem meam. R/. Et clamor meus ad te veniat. |