c’her al Ludu), evel ma ho c’heffot tu-ma diaraoc. En hevelep fæçon mar be pemp sul varnuguent etre ar Pantecost hac an Azvent, e guemerrot evit ar pevare sul varnuguent varlerc’h ar Pantecost Oræson ar chuec’hvet sul varler’ch ar Rouanez. Mar be c’huec’h sul varnuguent, e guemerrot evit ar pevare sul varnuguent Oræson ar pempet sul, hac evit ar pempet sul varnuguent Oræson ar c’huec’hvet sul varlerc’h ar Rouanez, Mar be seiz varnuguent sul goude ar Pantecost, e guemerrot evit ar pevare sul varnuguent Oræson ar pevare sul, hac evit ar pempet varnuguent Oræson ar pempet sul, hac evit ar c’huec’hvet sul varnuguent Oræson ar c’huec’hvet sul varlerc’h ar Rouanez. Erfin, mar be eiz sul varnuguent etre ar Pantecost hac an Azvent, e guemerrot evit ar pevare sul varnuguent Oræson an trede sul, hac evit ar pempet sul varnuguent Oræson ar pevare sul, hac evit ar c’huec’hvet sul varnuguent Oræson ar pempet sul, hac evit ar seizvet sul varnuguent Oræson ar c’huec’hvet sul varlerc’h ar Rouanez, hac evit ar sul diveza dirac an Azvent, e quemerrot ato an Oræsun-ma so ama ive da ziveza.
AUtrou Doue, ni ho supli da excita ar volontez eus ho [ch]ristenien [1] fidel, evit d’ar fin o produi gant mui a ferveur ar froez eus ar pez a operit enno, ma recevint digant ho madelez brassoc’h remejou ouz quement drouc a erru ganto. Ni ner goulen dre hon Autrou J.-C. ho Map unic, etc. |
EXcita, quæsumus, Domine, tuorum fidelium voluntates, ut divini operis fructum propensiùs exequentes, pietatis tuæ remedia majora percipiant. Per. |
- ↑ Moullet : c’hr-.