Goude beza lavaret, Pater, Ave ; Deus, in ajutorium, e leverrot an tri Salm guenta eus a C’housperou ar Sul, goude-se ar Salm De profundis, pehini a gueffot en final levr-ma er seiz Salm, ha da ziveza ar Salm Memento, Domine, David ; Ho pezet memor, va C’hrouer, pehini a so en fin Gousperou ar Sul, araoc an Hymnou evit ar Suliou.
Ar memes Salmou-ma a vez lavaret a hed eiz dez Nedelec betec an deiz quenta eus ar bloaz ; hoguen non pas ar memes Chabistr bian, nac ar memes Hymnou, nac ar memes oræsonou. Ha rac-se da seiz Nedelec e leverrot goude ar Salmou ar Chabistr bian-ma.
DOue, pehini a goms gueichall ouz hon tadou dre ar brofedet en meur a occasion hac en meur a fæçon, en deveus erfin parlantet ouzomp en amser-ma dre he Vap propr pehini en de-veus rentet heritour eus a guement tra so tout, ha dre pehini memes en deveus grêt an oll amser. R/. Graçou da Zoue. |
MUltifariam multisque modis olim Deus loquens patribus in prophetis, novissimè diebus istis locutus est nobis in Filio, quem constituit hæredem universorum, per quem fecit in sæcula. R/. Deo gratias. |
Ama e leverrot an Hymn Christe, Redem[p]tor [1] omnium (Jesus-Christ, Redamtor ar bed) pehini, a gueffot varlerc’h Gousperou ar Sul Gousperou ar Sul, gant ar Verset hac ar Respont-ma.
V/. An Autrou Doue, meulet ra vezo. R/. En deveus grêt deomp |
V/. Notum fecit Dominus, alleluia. |
- ↑ Moullet : Redemtor.