Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/565

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
545
Gousperou S. Mikeal hac an Ælez-Gardien.

ar Vertuziou an evou, an eizvet re eo an Arc’helez hac an navet re eo an Ælez. Oll e velont Doue, her c’haront, hen adoront ha ne baouesonr oc’h he veuli ; soumetet hac obeissant d’he oll urziou, e reont gant ur pres hac un ardeur bras quement a blij ganta da c’hourc’hemen dezo evit silvidiguez an dud hac evit gouarnamant ar bed universel.

Doue en deveus roet dezo un desir ardant evit silvidiguez an dud pere a ousont erfat a so destinet da jouissa eus ar memes eürusdet ganto. Quemeret a reont perz en hon oll interest ; en em afflija a reont o velet hor pec’hejou hac hor miseriou ; en em rejouissa a reont oc’h hor guelet o chenj a vuez hac oc’h en em sauvetei ; offr a reont da Zoue hor pedennou he bidi a reont evidomp ive, hac e rebarbont ouz adversourien hor silvidiguez.

Ar re anezo a c’halver Ælez-Gardien, da bere en deveus Doue roet urz d’hor miret, ho deveus ur sourci particulier ac’hanomp. Peb den en deveus he Æl-Gardien pehini a zalc’h compagnunez dezan partout ha ne baouez ouz he zifen, oc’h he breservi diouz an danjerou, oc’h he sicour en dentation, oc’h he gundui hac oc’h he gusulia en peb izom.

Just eo’ta e respetemp hac e caremp ar sperejou eürus-ma, pere so quement a brincet en palæs Doue, hac e quemerremp courarj d’en em renta dîn da veza eürus en ho c’hompagnunez unan an deiziou-ma. Just eo deomp ho zrugarecât eus ho assistanç, ho fidi d’hor sicour ato ha lacat hor poan d’ho imita en ho furete hac en obeissanç pront na joayus da ober volontez Doue, ha caout cals a respet an eil re evit ho hentez ac’hanomp, pa en deveus pep hini un Æl en he guichen oc’h he ziouall. Tu-ma diaraoc varlerc’h an devotion d’ar Verc’hes, e queffot ur fæçon profitabl da exerci an devotion en andrer an Æl-Gardien. Gousperou an Ælez-Gardien ho deveus ar memes Salmou evel re sant Mikeal.