D Eus, indulgentiarum Domine, da animæ famuli tui vel famulæ tuæ (N.) cujus anniversarium depositionis diem commemoramus, refrigerii sedem , quietis bea-titudinem et luminis claritatem. Per. |
AUtrou, c’houi pehini so un Doue leun a drugarez, grit ma antreo er plaç a frescadurez hac en eürusdet eus ar repos hac eus ar sclerijen eternel, an ene eus ho servijer pe ho servijeres (N.) pe veus a hini e celebromp hirio an offic deiz a bloaz, pe an annuel. Ni her goulen ouzoc’h dre verit hon Autrou J.-C. ho Map quer, pehini, etc. |
Invitatorium.
Regem cui omnia vivunt, * Venite adoremus. Bis. |
Invitation pe Exhortation.
An oll a so beo d’ar Roue souveren, * Deut, ma hen adorimp Repetit diveich, An oll, etc. |
Venite, exultemus Domino, etc. |
Deut oll, entrezoc’h, crouadurien ; etc. |
Ar rest eus ar Salm-ma a gueffot en commançamant an heuriou-ma en ofiç an hano eus a Vari ; hac eleac’h an invitation pehini so eno evit ar Verc’hes, e leverrot an invitationa so ama evit an Anaon, varlerc’h peb coupl eus ar Salm-se.
Hoguen ne vez lavaret an Invitation hac ar Salm-ma nemet da vouel an Anaon ha d’an enterramant, pe d’an offiç bras eus a un decedet bennac, ha d’an deiziou-se e vez lavaret an tri Nocturn a so ama varlerc’h gant ho Antifonennou doublet. D’an deiziou-all erfat ne lavarer nemet un Nocturn gant Laudes : ha chetu ama pe en fæçon ha pe diouz renq, da sul, da lun ha da iaou e vez lavaret ar c’henta Nocturn ; ha da veurz ha da vener an eil, ha da verc’her ha da sadorn an trede Nocturn.