Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

Arog mont du-ze d’ho meuli,
Arog mont du-ze d’ho meuli.

2. Bep mintin boe an de kentan
Ho saludemp gant levenes,
O klevet dre-ol o kanan
Evnigou an amzer-nevez.

3. D’an noz dirak hoc’h oteriou,
C’houi a wele ho pugale,
Kaeroc’h vit eur parkat bleunioa
O tiskouez d’ac’h o c’harante.

4. Euz ar pec’het e tioualemp,
Aon da diout ho taoulagad :
Hent ar vertuiou a heuillemp,
D’ober plijadur d’hon Mam vad.

5. Pelloc’h e tarzo c’hoaz brezel
Eneb d’ac’h ha d’ho pugale :
Bezet dalc’hmad, o Mam zantel,
Hon zouten vel epad miz Mê.

6. D’an Ilis zavet gant Jezus,
Dre e vue hag e varo,
Plijet asten ho torn nerzus,
Genac’h warnomp vit ma reno.

7. Ken na vezimp ol unanet
Er Barados endro d’ho tron :
Eno nevez-amzer bepret,
Ha joaüstet leiz ar galon !

K. G.

Eur c’hantik al d’ar Werc’hes : Zellomp Mam Doue, a vo kavet pelloc’h, N° 129, hag eun al : Klevet Mari, N° 99.

————