Zellomp Mam Doue
◄ Digouet eo an devez | Zellomp Mam Doue | Dougomp hon zellou dreist ► |
1. Zellomp Mam Doue,
Kaer ha splan evel al loar,
Gant ar goulou-de
O sevel deuz an douar :
Pignet, Mam Jezus,
Ho Mab zo ouz ho kortoz,
Elez evurus,
Digoret ar Baradoz !
Diskan : Ni ho salud, stereden, N° 32, pe N° 33.
2. Jezus a zisken
Diwar e dron alaouret
Gant ar gurunen
Dleet d'e vam viniget ;
Deuet em Rouanteles,
Ha ganin breman
Bezet en Env Rouanes. »
3. Kenkent en Envou
E trid an ol gant ar joa :
War o zelenou
An ele zeu da gana :
Gloar d’ac’h, o Mari,
Merc’h, Pried, ha Mam Doue,
Gloar ha meulodi,
Pad an ol eternite ! »
4. Kanomp ni ive
En draouien-man a c’hlac’har
Ha gant an Ele
Laromp ol war an douar :
Gloar d’ac’h, o Mari,
Merc’h, Pried, ha Mam Doue,
Gloar ha meulodi,
Pad an ol eternite ! »
5. Mari, Mam dener,
E kichen ho Mab Jezus,
’N eur mor a splander,
C’houi zo breman evurus :
Mes ho pugale
Ziouaz ! a zo divroet :
Gret ma vint eun de
Genac’h d’an Envou galvet !
Amen.
(Levr Bugale Mari.)
An 8 a viz Gwengolo eo an de beniget ma oa ganet ar Werc’hes Vari e ti Joasin hag Anna, he c’herent zantel, hag e oa roet dezi an hano kaer a zo ken ker d’ar Gristenien. Kanet : Enor d’hoc’h hano beniget, N° 44 ; pe : Eur c’hoant braz am euz da veuli,
N° 50.