Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/280

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Ebreul.
273
Sant Anicet.


An ilis e devoa ezom eus ur Pastor quen habil ha quer santel evel-dàn, en un amser e pehini e devoa quement a Adversourien, da lavaret ê quement a Heretiquet da goumbati. Ar Pastor fidel-mâ a zeuas souden d’o aznaout dre e vigilanç, ha d’o zrec’hi dre e zoctrin ; ha, dre voyen e instructionou leun a onction hac a nerz, e rentas ar bobl eus a Rom un exempl caër a vertuz hac a santelez d’ar Gristenien divar-dro, hervez ma er rapport Sant Hegesip, pehini a zeuas da Rom en amser-ze, hac a scrivas eno an Histor eus an Ilis, adalec Passion hor Salver bete’n amser eus ar Pab santel-mâ, da behini e rentas ive cals a servich epad ma chommas er guær vras-se.

Sant Policarp, Escop eus a Smirn, pehini a oa bet Disquibl Sant Yan-Evangelist, a zeuas da gaout Sant Anicet evit quemeret e avis, evit gallout lacaat un urz hac ur reglamant vad en e Escopty. Sant Justin, ur sclerigen vras eus an Ilis, en em gavas ive e Rom en amser ar mernes Pab, en hevelep-fæçoun ma seblante penaus e felle da Zoue consoli ar Pab santel dre ar bresanç eus an try fersonnaich bras-se, ha dre ar sicour dreist-ordinal. a recevas digant-o en amser-ze a drubuil hac a bersecution.

Etre cals a reglamanchou a reas Sant Anicet evit an dud a Ilis, e ordrenas dezo douguen bepret ar Gurunen pe an Tonsur Clerical var o fen. Gregor, eus a Dour a rapport penaus oue Sant Pêr ar c’henta Autor eus ar Gurunen-ze, e memor eus ar C’hurunen Spern hor Salver ; ha seblantout a ra penaus Sant Anicet ne reas e quemense nemet ordren, dre ur gourc’hemen expres, ma vize observet en amser oa zont, ar pez a oa pratiquet diaguent evel un dra recoumandet hebguen.

Ar Pastor fidel-mâ, pehini a zesire a bel amser scuilla e goad evit gloar Jesus-Christ, a aichuas e vuez dre ur Verzerinti glorius, dre urz an Ampalaer Marc-Aurel, er bloaz 165.