Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
10 Guenver.
Sant Guillerm.


REFLEXION.

Ar Servicher fidel-mâ da Zoue en deus bepret cunduet ur vuez Santel. O veza den yaouanc, Chaloni, Religius, Abad, Arc’hescop ez eo bet ur Sant ; partout ur sujet a admiration ; e pep stad un exempl a bep seurt vertuziou ; en amser ma voa controlyet evel en amser ma voa caret ha respetet. An nep en deus ur guir vertuz ne sench morse, beza ez eo bepret humbl, modest, doug ha patiant, e pep stad, hac e pep lec’h, en adversite evel er brosperitè.



An unnecvet devez a viz Guenver.


SANT THEODOOS, ABAD.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Cappadoç en devoa an eür da veza desquet hervez Doue gant e dad hac e vam dre o instruction hac o exemplou mad. Ar bligeadur a gave o lenn Levriou devot, a reas dezâ souden disprigeout ar bed, hac a reas dezâ quemeret ar resolulion da guitât pep-tra evit heul ar c’hentelliou santel eus an Aviel. Evit aznaout guell an dessein en devoa Doue varnezâ, e reas e sonch da vont da bisita an douar Santel, ha da c’houlen cusul digant unan bennâc eus ar Santela Hermitet eus an deserz.

En ur guitaat eta e guerent hac e vro, e partias evit mont da Jerusalem ; pa dremenas dre ar Syrii, ar brud a Sant Simeon Stilit, pehini a bratique ur binigen dreist-ordinal, a reas dezâ mont d’e gaout evit goulen digantâ e venediction, e avis, hac ar sicour eus e bedennou. Simeon Stilit quer buan ha ma er guelas, heb beza e aznavezet a-ziaguent, er galvas dre e hano, hac a lavaras dezâ : Theodôs, servicher Doue, ra viot deut mad. Theodôs, soueset oc’h e glevet, en em brosternas var an douar. Simeon goude beza e bedet da sevel, a zisclerias dezâ ar volontez en devoa Doue varnezâ, hac en alyas da gontinui e veaich.