Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
26 Guenver.
Sant Policarp.


Sant Ignaç eus a Antioch, o veza bet condaounet d’ar maro, ha cunduet da Rom, evit beza divoret gant al loened, abalamour d’ar Feiz, en devoe ar gonsolation da dremen dre Smirn, ha da velet Sant Policarp, abarz mervel. Ur joa vras en devoe o velet an urz caër hac an devotion a oa e touez ar bobl eus a Smirn, hac e veulas an Autrou Doue da veza roet dezo ur Pastor quer fur ha quer santel. O daou e voant bet Disquibien Sanl Yan, hac abaoue an amser-se, o devoa conservet ur garantez particulier an eil evit eguile.

E coumançamant ar c’huec’hvet persecution o devoe ar Gristenien da souffr aberz ar Bayanet, Doue a reas da aznaout da Sant Policarp penaus e tlie heb dale souffr evit e c’hloar. An nosvez varlec’h e tigouezas ur vanden Archerien da doull e zor ; ar Sant, pehini a oa oc’h ober Oræsoun, o clevet an trous, en em offras da Zoue hac er pedas da receo ar Sacrific a rê dezâ eus e vuez, ha leun a joa en em bresantas e-unan dirac an Archerien : o fidi a eureu da antren, hac e roas dezo da zibri. Soueset e voant, hac e santent enno-o-unan ur respet bras evit un Escop quer carantezus ha quer respetabl dre e oad. Gouscoude ret oue dezo en em acquitta eus e c’homission, petra bennâc m’er greent gant queuz. Partial a eureu ganto ; presentet e voe dirac ar Barner, pehini a lavaras aezâ e ranc-ze blasfemi an Hano a Jesus-Christ, en ur renonç dezân, pe souffr an fourmanchou da bere e yee d’e gondaoni. Ar Sant a respontas : c’huec’h vloaz ha pevar-uguent so abaoue ma servichàn Jesus-Christ, nen deus græt din nemet mad, ha bepret e recevan gracou, nevez digantâ ; penaus e ouffen-me blasfemi an hini en deus roet din ar vuez ? Va C’hroüer eo, va Salver, ha va Zad ; va Doue eo ; da behini e tleàn pep seurt respet, ha va oll c’harantez.

Ur respont quer fur ha quer santel a vilitas dezàn ar Gurunen a Verzerinti. E varo precius a erruas vardro c’huec’h-uguent vloaz goude donediguez hor Salver.

Ar Rouantelez a Franç en deus bepret consideret