Pajenn:Perrot - Alanik al Louarn.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

evit miret da chom batet, henvel ma ’z eo ouz eur parkad ed na vije ennan nemet tamoezennou melen, stank-ha-stank, hep an distera rozen-voc’h pe c’hlizinen da rei dudi lia frealz d’al lagad. Rag n’eus ganeomp nemet peziou-c’hoari bras pe « trajediennou », skoueriusoc’h ha pouezusoc’h an eil eget egile… ha man da c’hoarzin ha da farsal !

Ha koulskoude, en amzer gwechall, e veze skrivet peziou c’hoarzus, evel an « Amourouzded ar C’hoziad » ez eus menek anezan war geriadur an Tad Pelletier, pe c’hoaz evel ar peziou-ze savet gant hon tadou koz d’ar Malarje hag a zo deut beteg ennomp ar vrud anezo. Daoust hag-en e vije aet hon spered breizad war dreutât ha war zizec’ha evel koz douarou-zo ? — N’eo ket ! Emoc’h o paouez diskouez e oa beo c’hoaz ennan andon ar c’hoariadellou hag ar farserez ! Hag ho taol-esa a zo deut ganeoc’h da daol-micher, gwella zo !

Na van ken d’ober nemet kloza al lizer-man — re hirr — en eur ho trugarekât eur wech c’hoaz, hag en eur heta d’eoc’h diskibled, eur bern anezo, a zavo, d’hoc’h heul, peziou-c’hoari henvel ouz hoc’h Alanik al Louarn, evit gwella mad ar Brezonek hag ar Vro.

Ho servijer ha kenvroad sentus ha leal.

F. Vallée (Abherve.)