◄ Kanaouen ar C’hawel | Peden ar Mederrien, euz ar mintin | Soezik ► |
Da Varz Breiz-Izell,
an Aotro Th. Kermarker.
Ken rù hag ar glaou-tàn er forn, ha lugernuz,
E sav heol ma Doue, ar mestr holl-gallouduz : —
Hirio ’vezo aré ha kaer ha tòm an deiz,
Ma vò eur blijadur medin en parkou Breiz. —
Hogenn, a-raog an heol, p’hen deùz ar c’hôg kànet,
Holl dud an tiègez kerkent a zo zavet,
Ha goude bout skarzet peb-hinin he skudell,
E-maint brema war hent ar park, heb dàle pell.
Gant-’è ’zò peb a falz : — da gentan ar baotred,
Ha neuze, war hò lerc’h, ’teù iwe ar merc’hed ;
Ha heb làret eur gìr, c’heuillont ar wenojenn,
Dindan ar boujennou hag en touez ar radenn.
Ar gliz-beuré a luc’h war ar ieod, ’vel stered,
Ar glujiri ’n em c’halv, a beb-tù, ’n touez an ed,
Hag ar voualc’h, hag an drask, hag al laoùenanik
A gàn holl ho zòniou, war ar skour, ken koantik ! —
Peb-hini ’zav hi vouez hag iwe hi bedenn
War dù ’n Aotro Doue, hag a gàn ken laouenn
Meulodi ann hini ’grouaz peb-tra er bed,
’Raog diskenn d’ann douar, da glask hi damik boed !
Hag ann dèn he-unan a chòmfe heb sevel
Hi vouez hag hi galon, eùz hi draonienn izell,
En-trezeg hi Doue ! Ann anevaled mud,
Heb gaou, a dàlfe mui neuze ewit ann dud ! —
Oh nann ! — ze ve gwelet, marteze, el lec’h-all,
’Vel en brò ar Saozon, ha siouaz ! en brò-C’hall,
Hogenn nann en hon touez, nann barz ann douar Breiz,
Brò ann dud eeün ha mad, ho c’halon leùn a feiz.
Sellet ! — A-raog peb-tra, kent deraoui ’n dewez,
Kent ’wit lemman ar falz, boulc’hin eùn erw newez,
Setu int daoùlinet barz ar gliz-beuré, holl,
Ho fennou diskabel, troët ’n tuz ar zav-heol.
Ha brema selaouet : — ar c’hòsan ar vandenn
A lavar a vouez sklezr hag huël ar bedenn,
Hag ar re-all neuze a gemer war hi-lerc’h,
Daòulined a beb-tu, mesk ar ieot hag ar c’herc’h. —
En hàno ann tàd,
En hàno ar mab,
En hàno ar speret,
En hàno an Drindet. —
Amen ! —
Hon tad pehini ’zo ’n Envò,
Da vezò meulet oc’h hànò ;
Da deuïo ho roùantelez,
Evel barz an ef, en hon touez. —
Roët d’imb holl bugale Breiz
Ar peoc’h hag hon bara beb-deiz,
Ha pardonet d’imb hon faziou,
’Vel ni d’ar re a rà d’imb gaou.
Eùz a beb-seurt drouk hon miret,
Ha dreist-holl eùz ann drouk-speret : —
Aotro, selaouet hon pedenn,
Ha da vò gret ho ioül. — Amenn ! —
Salud, Mari, mamm ha Gwerc’hez,
Leùn a c’halloud, a vadèlez,
En-oc’h hon Zalwer zò krouët,
Ha dreist ann holl oc’h beniget :
Oh ! ia, dreist holl groagez ar bed,
Hag iwe ar frouez a doùget,
Ken gloan ha ken karantezuz,
Zalwer ar bed, ho mab Jezuz ! —
Santez Mari, mamm d’hon Zalwer ;
Pedet ’wit-omb en peb amzer,
Breman, ha d’ann deiz ken gàrò,
Pa deüo d’hon skei ar Marò ! —
Eur Bâter hag eùn Ave c’hoaz,
’Wit trùgarekàd hon Zalwer,
Marwet ewit-omb war ar groaz,
Da voùt roët d’imb eùn eost kaer ;
Ha goùlenn ma plijou gant-han
Kenderc’hel d’imb he vadélez
Hag iwe ann amzer-vad-man,
’Wit dastum hon ed hag hon frouez.
Pater noster, etc.
Brema laromb Litaniou
Ar Werc’hez Vari, mamm Jezus,
’Wit ma selaouou hon c’hlemmou,
Evel eur vamm garantezus ; —
Ha ’wit goulenn eur màrò mad,
Pa vò réd mònt di-war ar bed,
Ha beza barnet gant ann Tad, —
Eùn deiz kaer, pe spoutuz meurbed ! —
Kyrie eleïson, etc.
Làromb c’hoaz eùn De profundis
’Wit hon holl gerent tremenet,
’Wit hon mignoned, hon broïz,
A zò bet gant Doue galwet : —
Eùn-all ’wit ann boll eneou
Dalc’het en tàn ar purgatoar,
’Wit ma teurvezo hon Aotrou
Hò dìgemer eùn deiz ’n he c’hloar.
De Profundis clamavi, etc.
Eùz a greiz pûns dòn ar poaniou
E krìan hò trezeg Aotrou,
Aotrou selaouet ma c’hlemmou ! —
Troët hò tiou-skouarn, ma Jezuz,
En-trezeg ma mouez truezus,
Ha bezet d’in karantezuz ! —
Hervez hon droùk mar hon barnet,
Aotrou, piou a vezò kâvet
Gloan a-walc’h ’wit beza zalwet ? —
Med c’hui ’varno gant karantez,
Hag a roï d’imb ar gwir vuhez,
Hò lèzenn n’eò ket didruez.
Me am eùz fizianz ’n ho komzou,
C’hui ’zò leùn a vadélèzou,
Ha n’am c’holfet ket, ma Aotrou.
Dioùz ar mintin beteg ann nòz,
Me c’houlenn dalc’h-mad hò pennoz,
Ha gant fizianz kalz hi gortoz. —
Rag c’hui ’zò leùn a vadèlez,
A c’halloud hag a garantez,
Ewit prènan ar péc’her kaèz. —
Ia, c’hui ’glewò klemm ar pec’her,
Rag holl int hò pugale ger,
Ha d’ez-he holl ’vefet Zalwer ! —
En hanò ann tad,
En hanò ar mab,
En hanò ar speret,
En hanò ann Drindet. —
Amen ! —
Hag ann envned bihan ’rè iwe hò fedenn,
Hag a gànè er gwez, ken zeder, uz d’hò fenn.
’Vel ma kàn ann ogrou ann : — ô Salularis,
En pàd ann oferrenn, dindan bolz ann iliz. —
Ha brema, paotred-vad, poanerrienn kàlònek,
It, ha boulc’het ann erw : hag ar gwìniz boedek
Dindan ar falzou lemm, ar zegall hag ar c’herc’h,
Evel ar foenn er prad, a gouezò war ho lerc’h.
Al labour ’ve skanvoc’h goude beza pedet ;
Gret sìn ar groaz, hag ìt. — Brema sellet, sellet !
Oh ! gwella mederrienn ! — Kerc’h ’zò er park, he leiz,
Med holl vezò troc’het a-raog divez ann deiz. —
Kaer hen defô zoudenn c’houistel ann hent c’houarn,
O tònt eùz a vrò C’hall, iudall tost d’hò diou-skouarn,
Hi na zistrofont tamm, ewit zellet, hò fenn,
Pa vont war hò labour, pa vont gant hò fedenn ! —
Ha keit ha ma chomò gant-ez iez hò zàdò,
Keit ha ma lakafont ar feiz ’raog ar màdò,
Ha ma pedfont ’vel-ze, beb-mintin ha beb-nòz,
’Wit ma skuillò Doue war hò foan he vennoz ;
Bezet heb doan a-bed : — Ann aër rù dioùganet
Gant Marzinn, ar Barz kòz, ’hell dònt ’n em c’huibanet,
A-dreùz hon parkou ed hag hon lanneïerou,
Bruzunan hon rec’hel ha flastran hon bleùniou ;
Bìkenn n’hello boulc’han, neb-gìz, hon c’halonou,
Na moùgan hon ìez kòz, hon gwerziou, hon zòniou,
Nag hon feiz en Doue, hon Aotrò, hon gwir dad ;
Peb dèn en Breiz ’làro : — « Me zò bepred Breizad ! » —