Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Soazig.

J. Haslé, 1865  (p. 79-82)



SOEZIK.


D’am mignon
Yan’ Dargent. —


SOEZIK.


————


En mìz maè, pa vez ann heol sklezr,
Pa gàn ar voualc’h, ann alc’houeder,
E savaz Soezik mintin-mad,
Ha buhan ’wiskaz he dillad.
 
Koef lienn war he bleo melenn,
Bròzik marellet, lourou gwenn : —
Ha da redek dre ar parkou,
Da gutuil a beb-tù bleuniou.

Skanv ha laouenn, gloebiet he bròz,
En mesk ar ieod, gant ar glìz-nòz,
Oh ! m’ho pije gwelet Soezik !
Doue, koanta m’oa ar plac’hik !


Ar c’heillenn-aour, ar melvennou,
Kenkoulz hag ann evnidigou,
A darnije a uz d’he fenn,
Peb hini gant he ganaouenn.

Ma lavarent d’ez-hi : — « Deiz-mad !
» Deiz-mad, plac’hik ken skanv a droad !
» ’Wit-out eò ken kaer ar bleuniou,
- ’Wit-out e kànomb hon zòniou ! » —

Hag ann heol-zàv, eùz he gwelet
Ken koant, ken koant, oa souezet,
Ha mezuz, me gred, eùn tammik,
O voùt trec’het gant eur plac’hik ! —

Skanv ha laouenn, gloebiet he bròz,
En mesk ar ieod, gant ar gliz-nòz,
Oh ! m’hò bije gwelet Soezik !
Doue, koanta m’oa ar plac’hik ! —


————