Pedenn diouc’h an nôs
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pedennou diouc’h an nôs.
n hano an Tad, ar Mab, hac ar Speret-Santel. Amen.
Veni, Sancte Spiritus, etc. evel diouc’h ar mintin, pagen 127.
Tad, Mab, ha Speret-Santel,
Me gred ouc’h un Doue eternel,
Crouer an oll, partout presant,
Me oc’h ador devotamant.
M’oc’h ador, Jesus va Zalver,
Er Sacramant eus an Auter ;
Me gred emouc’h ennâ presant
Guir den, guir Doue realamant.
M’o trugareca, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad oberou
Em andret e particulier,
Hac en andret ar bed antier
Roit dìn sclerigen, va Doue,
Ma velìn ha pec’het em be
Hyrio dre nep omission,
Sonch, desir, comz, pe action.
Greomp un Act a Gontrition evit regreti hor pec’hejou, ha quemeret ar resolution d’en em gourija, hac er memes amzer evit gounit an induljançou, oc’h ajouti an Actou a Feiz, a Esperanç, hac a Garantez.
Pardoun, va Doue trugarezus,
Pardoun en hano va Jesus ;
Queuz ameuz palamour deoc’h ;
Gant ho craç me cheincho pelloc’h.
C’hui so ar viryones memes,
Oc’h Ilis ne fazi james ;
Rac-se me gred ferm, va Autrou,
Var ho quer e oll c’hreançou.
Fidel meurbet, trugarezus,
C’hui bromet sicour galloudus ;
Rac-se dre Jesus, var ho quer,
Ho craç, ho cloar, ferm me esper.
Ha pa zouc’h infinimant mad,
Abalamour deoc’h, ô va Zad,
M’ho car da guenta dreist peb tra,
Ha goude’eveldon va nessa.
Consacri a ràn va nosvez,
D’ho cloar ha d’am silvidiguez ;
Hac e c’hoffràn va oll boanyou
E pinijen d’am pec’hejou.
Roït dìn ho penediction,
Ma reposìn en union
Gant ar repos en deus er bed
Gueichal va Jesus quemeret.
Guerc’hes Vari, etc., pajen 129.
D’ar maro just oun condaonet,
Va Doue, me ador oc’h arrêt ;
M’en em soumet d’ho polonte,
Ho pet truez oc’h va ene.
Jesus, c’hui a zo va Zalver,
Jesus, c’hui vezo va Barner ;
Oc’h va barn songit, va Jesus,
Et zoun pris ho coad precius.
O ! Caloun sacr eus va Jesus,
Caloun meurbet carantezus,
Ra viot da viquen caret,
Ha da virviquen adoret.