Pedenn diouc’h ar mintin (Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pedenn diouc’h ar mintin.
n ano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret-Santel. Amen.
Veni, Sancte Spiritus, reple tuorum corda fidelium, et tui amoris in eis ignem accende.
Emitte spiritum tuum, et creabuntur :
Et renovabis faciem terræ.
eus, qui corda fidelium Sancti Spiritus illustratione docuisti, da nobis in eodem spiritu recta sapere, et de ejus semper consolatione gaudere. Per Christum Dominum nostrum. Amen.
Tad, Mab, ha speret-Santel,
Me gred ouc’h un Doue eternel,
Crouer an oll, partout presant.
Me oc’h ador devotamant.
Me gred ouc’h tri ferson divin,
Ho tri egal, quer bras, quen dign,
Distinc en eil diouc’h eguile ;
Un Doue ho tri, nonpas tri Doue.
Me gred ouc’h just ha galloudus
Da rei d’ar viç ha d’ar vertuz
Diouc’h ar mirit ar recompanç,
Punition diouc’h an offanç.
Me gred an Incarnation
Ha myster hon Redemption ;
C’hui Mab Doue, en em c’hreat den
Evit pren’an natur humen.
M’oc’h ador, Jesus va Zalver,
Er sacramant eus an Auter ;
Me gred emouc’h ennâ presant
Guir den, guir Doue realamant.
M’ho trugareca, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad oberou
Em andret e particulier,
Hac en andret ar bed antier.
Me bromet heulya eveziant
Hyrio lezen va Badizyant ;
Hac a renonç d’an oll viçou,
Ha d’an oll dentacionou.
Consacri a ràn va dervez
D’ho cloar, ha d’am silvidiguez ;
Hac ec’h offràn va oll boanyou
E pinigen d’am pec’hejou.
Roit dìn ho penediction,
Ma labourìn en union
Gant ar fatic en deus er bed
Gueichall va Jesus quemeret.
An oll Oferennou santel,
Oll vertuziou an dud fidel,
Oll œuvrou mad an deiz hyrio,
M’o offr deoc’h, roit dìn perz enno.
Me receo gant soumission
Eus ho tourn pep affliction ;
Roit dìn ho craç, m’am sicouro
Da souffr gant joa bete’r maro.
Guerc’hes Vari, guir Vam Doue !
C’hui so va fisianç e c’houde ;
Ha c’hui Sant Joseph, e fried ;
Ouzoc’h ho taou m’en em erbed.
Oll Ælez, Sperejou eürus,
C’houi, va Æl mad carantezus,
Va mirit diouc’h an ærouant,
Diouc’h pec’het, diouc’h goal accidant.
Ispicial va sant Paëron (Maërones),
C’hui so va squer ha va Fatron ; (va Fatrones ;)
M’ho ped hyrio d’am asista,
Ha d’am sicour d’oc’h imita.
Sant Paul, quenta Escop Leon,
D’an Escopti quenta Patron,
Pliget gueneoc’h intercedi
E faver an oll Escopti.
Ha c’hui, Sant Patron hor Parrès ; (Patrones ;)
Hon eus dreist oll choaset exprès,
Evit Patron dirac Doue (da Batrones),
Me suppli dreist oll ive.
Oll Sent, Sentezet glorius,
Pedit evidon va Jesus,
Ma raï dìn en e garantez
Tremen ar rest eus va buez.
Me recommand deoc’h, va Doue,
Ar Pab, hon Escop, hon Roue,
Ar bed antier e general,
Ha va oll dud e spicial.
Roït d’ar vugale Badizyant,
D’ar re just graç perseverant,
D’ar bec’heurien conversion,
D’an anaoun remission.