Pedenn eun tad marvet er brezel
D’an itron Retour
————
« Bez eur zoudard a dle beza e-lec’h ez eo kouezet. »
Kabiten F. M. Retour, lazet en asailh Tahure.
Tremeniad, pa gavi, en tu-man d’al linenn,
Va mibien, glac’haret, o vont izel o fenn,
Tosta kerkent outo, a-berz o zad maro
A zo bet douaret heb merk hag heb hano,
Evel kalz a re-all kouezet er memes de
Ha stlapet eveltan ’n o diweza gwele,
Eur foz toullet dillo ha primoc’h c’hoaz stouvet,
Abaoe, meur a wech kollet, adkemeret.
Daoulina war eur bez pe harpa ouz eur groaz,
Gant esperans da gaout va roud er bed-man c’hoaz,
A vije evito eun enklask didalvez ;
Hen lar d’ezo goustad, met gant hardizegez…
E c’hallont her sonjal, va hunvre vije bet
E bered va farroz beza eun de laket ;
Nemet, pa ’z oun marvet evit difenn ar Frans,
Em lezit en talben beteg an delivrans,
E-mesk va c’henvroïz sebeliet eveldoun,
Piou oar ken e pelec’h !… Ne gollor ket hon c’houn :
Diwezatoc’h ar bobl raio perc’herinaj
E chapel hon Envor, da baea an truaj
Hon eus holl gounezet ’vit beza bet falc’het
O trec’hi ’vid ar Gwir a-eneb trubarded.
N’eus ket kaeroc’h maro ’get, heb fallgaloni,
Mervel war eun dachen ken sakr hag hon hini ;
Hon plas a zo aman ’vid atao he diwall
Ha diskouez da viken ez omp tud didamall.
|
————