Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 20-21)



Viktor ar re-Varo
————


D’an Aotrou W. Wilson,
Penn-Rener ar Stadou-Unanet.


O bloavez pevarzek, bloavez kriz ha drastus,
A welas o komans eur brezel ken spontus,
Hon arme er Veljig o tec’het, dirollet,
Ha war ar Somm, goude, peurgaset, ha kannet !
« Eil dek-ha-tri-ugent ! » a lared marteze,
Rak an Alamaned war hon bro ’n em lede ;
Ganto hon c’hériou bras a veze dispennet,
’Vel er « Bloavez Euzus » hon maeziou dismantret,
Er reuzidigez-se piou, ’n eur blega e benn,
Ne ouelas d’hon Frans kaer, flastret gant an Estren ?

Koulskoude, e sonjen e skouer hon Goudardou,
Er fizians a virent ’n o gwasa trubuilhou ;
Er Janed Ark e-kreiz hon diskar o sevel
Ar banniel n’hellemp ket astennet, ploum derc’hel
E soudard ar Freuz Bras, Grogner Napoléon,
Kalonek ha dizaon ’zalc’has ’vel eul leon,
A zougas ken uhel arouez [1] karet Bro-C’hall
Er Brus hag en Aotrich hag e meur a vro all,
A c’hortoze en erc’h da gaout eun tamm bara,
A grignje e zaouarn kentoc’h eget kila.

Heritourien d’o brud, d’o labour ha d’o gloar,
Atao d’hon enebour ni a vezo gwall-bar.
Flamm an Amzer gwechall a zevas em ene
Ha va nerz en va c’hreiz a vevas a-neve.
Gwelet a rên ar re ’zo kouezet en talbenn,
O foaniou, ostarter, keit m’oant ouz hon difenn.
Morse n’int bet brasoc’h eget pa voent skôet ;
O Spered a-us d’eomp hon zikoure bepred.
A bep tu e save war linen an dremwel
Eur vouez d’hon c’hentelia ma renkjemp pell derc’hel
Ar vouez-se petra ’oa ’met mouez hon re varo ?
O son sakr ha santel atao ni da glevo !
War stêr « Marne » ’tiskouezjonf na oa ket c’hoaz trôet
Ar gwad puilh ha nerzus a red en hon gwazied.


Daou vloaz a dremenas : gant trouz ar c’hanoliou
E tregernas hon Bro. Adarre hon deiziou
’Zeuas da denvalât. Er Rusi, an Dispac’h
’Zizammas ar German, a bounnerâs hon zac’h.
Egiz a-raok kalz tud, moarvat tud berr-welet,
A yê aman du-hont, gant eun dremm enkrezet,
E-pad ma tourte taer evel eun tourc’h kornek,
Er stourmadou brasa, ar « Bleveg » talvoudek,
War an Yser, en « Aisne », ha dreist-oll e Verdun,
’Lec’h ma strakas mindrailh krenvoc’h eget kurun.

Setu perak breman e teu en Breiz, dre Vrest,
Ar « Sammies [2] » da harpa difennourien ar Gwir
— « Ar Frans a zo eur skouer, zoken eur stereden,
« A zisklerias Wilson. Ra luc’ho da viken !
« Sklerijenna a rês mintin kaer hon Frankiz,
« He lezel da vervel ’ve dizanaoudek, kriz. » —
Skeud Lafayette hag all a eure ar peur-rest.

Setu perak breman e teu en Breiz, dre Vrest,
Ar « Sammies » da harpa difennourien ar Gwir
En eur brezel kalet, distrujus, euzik, hir.
Ar Bobl trugarezus a ya d’o zaludi
War bep hent, da bep kêr, pa vent o tibuni.
Kerzet a reont sounn war douar ar Bed Koz ;
D’o banniel steredet roomp holl hon bennoz ;
E koun ar re varo hen a dreuzas ar mor ;
’N e blegou barennet ’c’houez avel ar Viktor.

(Gwengolo, 1918).


————
  1. Drapo
  2. Leshano soudarded an Amérik.