Pemp tra so necesser :
1° Goulennit digant Doue ar c’hraç da anaout-mâd ho pec’hejou ; livirit dezan a galon :
Va Doue, roit d’in ar c’hraç d’hoc’h anaout ha d’en em anaout va-unan ! roit d’in sclerigen evit compren an niver hac ar grevusted eus va fec’hejou ! deut d’am sicour, mar plich gueneoc’h, ô va Doue ! hep-d’hoc’h ne allan netra ! (livirit en intantion-se ur Bater hac un Ave, Maria).
2° Examinit ho coustianç gant ur volontez sincer da anaout ho pec’hejou ; implijit an amzer convenabl evit o c’hlasq : songit e gourc’hemennou Doue hac e re an Ilis, ê deveriou ho stad, er pec’hejou capital, er personachou hac er plaçou hoch eus hentet ; en em arretit var bep gourc’hemen, ha var bep articl e particulier.
3° Goude beza examinet ho coustianç, goulennit digant Doue ur guir glac’har da veza pec’het, ha pedit-en da douich e-unan ho calon… Considerit penos dre ho pec’hejou hoc’h eus offancet an Doue en deus ho crouet evit ho renta eürus ganthan eternelamant, pehini so maro var ar groas evit ho prena, pehini, el leac’h ho præcipita en ifem e punition d’ho pec’hejou, en deus roet amzer deoc’h d’en em anaout ha da ober pinigen… Livirit a voëled ho calon :
O va Doue, ma em bize recevet digant un den an disterra loden eus ar graçou hac eus an donæsonou am eus recevet diganeoc’h, ne ouijen petra da ober evit disquez dezan va anoudeguez-vâd; mæs, allas, el-leac’h ho trugarecât, ô va Doue, em eus torret ho lezen, hoc’h offancet hac hoc’h outrajet e pep fæçon ! Collet em eus ar barados ha militet em eus an ifern !… Mæs, ô Doue a vadelez, prometi a rit ar pardon d’ar pec’her a zistroï ouzoc’h a greiz e galon : cetu-me ama, disposit ac’hanon hervez ho polontez, mæs sellit a druez ouzin, pardonit d’în va fec’hejou ; resolvet oun da cench gant ar sicour eus ho craç : beilla a rin varnon va-unan, ha beza em eus ar volontez franc hac absolu d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont.
4° Considerit petra so bet caus deoc’h, pe occasion da goëza er pec’het, ha quemerit ar propos-ferm da bellaat diouz an occasionou-se… Un drâ-vâd ê ve deoc’h en em obligea, a vremâ, da ober ur binigen-bennac quellies guech ma tigoësse gueneoc’h coëza er memes fautou, ispicial er re vrassa anezo : Doue pehini ho car, a vuelo ar boan a guemerit, en devezo truez ouzoc’h hac ho sicouro.
5° Goude beza en em excitet d’ar gontrition hac e goulennet digant Doue, iit da goëss, ha discleriit ho pec’hejou gant sencerite, gant humilite ha gant glac’har. Nac’h ur pec’het marvel hepquen a so avoalc’h evit ober ur goëssion sacrilach, hac evel ma’z-eo alies diez-bras diffaranti ur pec’het marvel diouz ur pec’het veniel, coëssait hoc’h oll bec’hejou, guella ma ellot.
Pa vezo achu gueneoc’h ho coëssion, ne vanquit quet da satisfia da Zoue ha d’an nessa, och ober prontâ ma ellot ar binigen roet deoc’h : songit en avisou-mâd hoc’h eus recevet en dribunal santel eus ar binigen, hac o heullit a boënt-da-boënt. Bezit ive sourcius da drugarecaat Doue eus ar pardon en deus accordet deoc’h, ha livirit:
Pe seurt action a c’hraç a allan-me da renta deoc’h, ô va Doue, evit ar pardon hoc’h eus accordet d’în ? Va c’holl a allac’h evit bepret, hac em pardonit ! hoc’h adversour e voan, ha cetu-me brema agreabl dirac ho taoulagad ! peguer bras pec’her ha peguer miserabl bennac e ven bet, n’hoc’h eus quet brema nebeutoc’h a garantez evidon ! O va ene, meulit Doue, ha ne ancounac’hait jamæs ar c’hraç gaër en deus græt deoc’h, ê pehini a bardon deoc’h ho pec’hejou, ho rent salo dious hoc’h infirmiteou spirituel, ho tilivr diouz ar maro eternel, hac a ro deoc’h guir ê rouantelez an êe !… Guerc’hes santel, refuch ar bec’herien, etre ho taouarn eo e lacan ar resolution ferm am eus quemeret da veza da viquen fidel da Zoue : sicourit ac’hanon ha ne bermetit quet e collfen e c’hraç o coëza a nevez er pec’het ! va æl-mâd, pebez horrol n’ho poa-hu quet ouzin-me en amzer ma veven adversour da Jesus ! cousgoude, peguen indin-bennac e voan, hoc’h eus va sicouret da zortial eus ar stad deplorabl-se ; ah, me ho supli, continuit bepret da gaout sourci ac’hanon evit ne affeillin mui er pec’het ! Sperejou eürus, c’hui pere a jouis eus a c’hloar an êe, c’hui ispicial, va sant paëron ha sænt patronet va farres ha va bro, obtenit d’în ar c’hraç da berseveri er mâd evit ma celebrin gueneoc’h trugarez infinit va Jesus, epad an oll eternite ! Amen.