Pedervet quevren - An decvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 388-390)





AN DECVET CHABISTR.
Penaus e rencomp fortifia hor c’halon a enep an Dentationou.


COnsiderit aviziou pe seurt passionou hac inclinationou a zomin muia en hoc’h ene : ha pa ho pezo-ii anavezet, quemerit ur fæçon da veva pehini a ve control-beo dezo, quen en ho songesonou, quen en ho comsou, quen en hoc’h œuvrou. Dre exempl mar en em santit inclinet d’ar bassion a vanite hac a zesir da veza istimet, songit alies peguer miserabl e buez an den er bed-mâ, peguer geinus vezo ar vaniteou-se d’ho coustianç en heur ar maro, peguen indin int eus a ur galon nobl ha courachus, ha ne de ar vaniteou-se nemet bugaleaich hac amusamanchou. Comsit alies a enep ar vanite : ha peguement bennac ma seblante deoc’h er grac’h a enep ho meno, na list quet cousgoude n’e disprichot ervat ; rac dre ar voïen-se en em angachot evit hoc’h enor memes da souten an du gontrol d’ar vanite, hac oc’h en em accustumi da barlant a enep un dra bennâc, e teuomp d’en em excita d’e gassaat, peguement bennâc ma hor bise-èn caret er gommançamant. Grit actionou a humilite ha servichou dister muia ma ellot, peguement bennâc ma sonche deoc’h er grac’h a enep ho meno : rac dre ar voyen-se e teud d’en em habitui d’an humilite ha da semplaat ho superbite en hevelep-fæçon, pa zui an dentation a vanite, ne allo quet hoch inclination e diguemeret quercouls, hac ho pezo mui a nerz d’e zrec’hi. Mar douc’h inclinet d’an avariçdet, songit alies er follentez eus ar pec’het-se, pehini hon rent esclavet d’ar pez ne de crouet nemet evit servichout deomp ; penaus en heur ar maro e ranquimp quitat tout ha dilesel ar pez hon eus destumet etre daouarn hen-a-hen, pere er fouillezo martese ; peautramant e servicho dezo an dra-se d’en em zauni, hac an seurt songesonou mad-se. Comsit ive cals a enep an avariçdet ha meulit cals disprigeanç ar bed : en em contraignit da rei alies an alusen ha da ober œuvrou a drugarez, ha list un occasion bennâc da dremen hep destum hac hep gounit.

Mar douc’h sujet da zesirout rei pe receo caranteziou diregler, songit alies peguen dangerus eo an amusamant-se quen evidoc’h quen evit ar re-all, peguement ez e un dra indin profani hac implija e rambreerez an affection nopla so en hoc’h ene. Peguement en em rentit sujet da veza blamet ha tremenet evit ur speret liger : parlantit alies evit ar burete hac ar simplicite a galon, ha grit ive muia hac a ellot eus a actionou conform da guemense, o tioual diouz peb-seurt affeterez ha diouz peb-seurt gestou : ersin en amser ar peoc’h, pa na viot quet prestet gant an dentationou eus ar pec’het, pe da hini ez ouc’h sujet, grit cals a actionou eus ar vertuz pehini a so control d’ar pec’het-se ; ha ma n’en em bresant quet an occasionou a guemense, iit aziarben dezo d’o rancontr : rac dre ar voyen-se e crehait ho calon a enep an dentationou da zonet.