Pedervet quevren - An navet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 386-388)





AN NAVET CHABISTR.
Penaus eo e ranquer remedia ouz an dentationou munut.


EVit an dentationou munut-se’ta eus a vanite, a suspicion, a chagrin, a jalousi, a avi, a garanreziou direglet, hac an seurt traou sot-se, pere a zeu evel quelien da dremen dirac hon daoulagat, ha d’hor picat eber var hor boc’h, eber var hor fri, abalamour ma zeo impossibl beza toutafæt exant diouz an importunite anezo ; ar guelia resistanç a ouffet da ober outo, eo en em zerc’hel e repos hep en em inquieti nac en em chagrina morsetout : rac an traou-se oll ne ellont quet noasout deomp evito d’hon importuni, nemet e vezzimp ato er relolution hac er volontez da servicha Doue.

Disprigit eta an attacou munut-se, ha na brigit quet soquen sonjal petra a fell dezo da lavarer ; hoguen list-ii da vourdounat etro ho tiouscouarn quement hac a garrint, ha da nigeal ha tum’ha tuont endro deoc’h, evel ma leser ar c’helien ; ha pa zeuint d’ho picat ha d’en em arreti un nebeut en ho calon, na rit quen tra nemet o lamet simplamant, non pas o combati nac o respont outo, mæs oc’h ober actou control, n’eus forz pe seurt, ispicial eus a garantez Doue : rac, mar em c’hredit, n’en em aheurtot quet da fallout opposi ato ar vertuz control d’an dentation pehini a santit, abalamour ma ve an dra-se fallout casi disput outhi ; mæs goude beza grêt un act eus ar vertuz pehini a so directamant control d’an dentation, mar hoc’h eus bet ar spaç da-anaout peseurt tentation eo, e tistroot simplamant ho calon ouz Jesus-Christ crucifiet, ha dre un act a garantez en e andret e pocot d’e dreid sacr. Hounnez eo ar guella moyen da drec’hi an adversour, quen en dentationou bras quen er re vian : rac evel ma compren carantez Doue enni e-unan quement perfection o deveus an oll vertuziou-all, hac en ur fæçon excellantoc’h eguet ar vertuziou memes, ez eo ivez an ezcellahta remed a enep an oll viçou, hac ho speret o veza custum e pep tentation da gaout recours d’ar remed general-se, ne vezo quet obliget da gonsideri na da examina pe seurt tentationou en deveus ; n’en devezo simplamant, pa vezo troublet, nemet en em reposi var ar remed bras-mâ, pehini a so ouspen quen terribl d’an drouc-speret, ma paoues d’hon tenti, pa vel penaus e servich e dentationou d’hon excita da ober an actou-se a garantez Doue. Chetu a-se ar remed ouz an dentationou munut, pere a erru alies ha pe gant re, ma falfe deomp en em amusi a hini da hini, e teuemp d’en em geina hep avanç netra.