Pedervet quevren - An eizvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 384-386)





AN EIZVET CHABISTR.
Penaus eo ret resista ouz an dentationou munut.


PEguement bennâc ma zeo ret combati ouz an dentationou bras gant ur goraich ferm, ha ma zeo prositabl bras deomp ar victor pehini a c’hounezomp varnezo ; ez e cousgoude martese profitaploc’h deomp c’hoaz combati ervat ouz an dentationou munut : rac evel ma tremen ar re vras dreist ar re vunut e calite, e tremen ivez ar re vunut dreist ar re vras e niver quement, ma c’hell ar victor varnezo beza comparachet ouz ar victor var ar re vrassa. Ar bleizi hac an ourset a so hep douet ebet dangerussoc’h eguet ar c’helien ; hoguen coulgoude ne reont quet quement a importunite hac a ziesamant deomp, na ne exerçont quet quement hor patiantet evel ma ra ar c’helien. Un dra eas e deomp miret na raemp ur muntr, mæs un dra zificil e deomp en em viret ouz ar c’holeriou munut, peveus a re en em bresant an occasion bep moment. Un dra eas e da un ozac’h pe da ur c’hreg en em ampeich diouz an aoultriez, ne de quet quen eas-se en em ampeich diouz ur sell, en em ampeich da rei pe da receo carantez, en em ampeich da brocuri dre attaich faveriou munut evit ur re bennâc, ha da lavaret pe da glevet comsou a c’halantis. Eas aoualc’h eo chom hep laerez madou an nessa, mæs ne d’e quet quen eas-se chom hep o desirout. Eas aoualc’h eo chom hep rei fals-testeni e justis, hoguen dies eo chom hep lavaret ur gaou bennâc e conversation hac en antretien. Eas aoualc’h eo en em viret ouz ar vezvinti, hoguen ne de quet quen eas-se beza sobr ha moderet en dibri hac en efa. Eas e deomp miret na zesirremp maro hon nessa, hoguen dies e deomp miret na zesirremp e incommodite : eas e deomp miret na zeuemp da ziffami den, mæs dies e deomp miret na zeuemp d’e zisprisout.

Bref an dentationou munut-se a goler, a voal suspicion, a jalousi, a avi, a amourousdet, a follentez, a vanite, a zuplicite pe a zoublentez, a affeterez, a finessa, a songesonou disonest, ar re-se eo an exerciçou continuel hac an dentationou ordinal o deveus ar re zevota memes hac ar re greha : ha rac-se, va Philotee, e rencomp caout ur sourci hac un dilijanç vras d’en em brepari d’ar gombat-se ; ha bezit assuret penaus quellies victor a c’hounezomp var an adversourien munut-se, quellies-se ivez a berlesen a vezo lequeat er gurunen a c’hloar, pehini a brepar Doue deomp en e Varados : ha rac-se e lavaran penaus o c’hortos cembati ervat ha gant couraich ouz an dentationou bras, mar gu’erruont, e rencomp en em zifen ervat ha gant dilijanç ouz an dentationou munut hac an attacou sempl-mâ.