Pelerinach Paray-le-Monial

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 54-57)



Pelerinach Paray-le-Monial
————

D’an 29 a viz even e tigoueze vardro antercant euz hon deputeet, eur baniel gaer en ho fenn, evit en em gonsacri da galon Jesus. Ar baniel-ze a zouge merket e voa bet roet gant cant antercant euz an deputeed, hag ouspen antercant all a zisclerias goudeze e felle dezho en em lacat e reng ar re o devoa he roet.

An deputeed a ioa pardonerien all oc’h ho heul ep conta tud ar parreziou divar dro Paray a ioa diredet en devez-ze. An oll, goazed ha merc’hed, a zouge var ho bruched skeuden ar galon sacr gant croas ruz ar belerined. Oll e canent cantik calon Jesus, ha kementse gant eun devosion ker birvidik ma teue an daelou euz an oll daoulagad.

Aotrou Escop Autun a c’hortoz e an deputeed e chapel ar Vizitation. Ar chapel a ioa goulaouet caer, hag ar panielou zo enhi lezet gant ar belerined, a ro eun taol lagad dudius meurbet. An deputeed a akeuz eno ive ho faniel, ha neuze an escob a lavaraz an oferen. Goude m’o devoa an deputeed communiet ha great ho action a c’hras, unan anezho, an Aotrou Belcastel, a reaz a vouez huel an act a gonsecrasion-ma :

« En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel.

Evelse bezet great.

« Calon Sacr a Jesus, dont a reomp d’en em gonsacri deoc’h, ni hag ar re euz hor c’henvreudeur o deuz ar memes santimanchou ganeomp.

« Goulen a reomp pardon ouzoc’h euz an oll droug on eus great ; ho pidi a reomp da bardoni ive d’ar re a vef disparti diouzoc’h.

« E kement ha ma on eus perz enhi, e kement ha ma sell ouzomp, e consacromp deoc’h ive euz hon oll nerz hag hon oll ïoul, ar Frans, hor bro muia caret, gant he oll oberou a feiz hag a garantez. Goulen a reomp ma renot varnezhi dre an oll c’hallout euz ho cras hag euz ho carantez santel. Ha ni hon unan, pelerinet ho Calon Sacr, ni pere hoc’h ador hag ho reseo en ho sacramant bras, ni diskibien fidel d’ar gador ha ne c’hell ket fazia euz a Sant Per, a behini e zomp eurus da ober hirio ar gouel, ni en em gonsacr d’ho servic’h, ô Doue ha Salver Jesus-Christ, o c’houlen diganeoc’h, gant humilite, ar c’hras da veza oll deoc’h, er bed-ma, hag en eternite. Evelse bezet great.

« En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel. Evelse bezet great. »

Kement a gleve an act a gonsecration-ze a ioa teneret ho c’halonou.

An Aotrou’n escop de Leseleuc en deus comzet evelen oc’h an deputeed.

« Evit senti oc’h Aotrou Arc’hescop Tour, oc’h santimanchou va c’halon, hag evit ive ober va dever a Escob, e livirin deoc’h eur ger bennak. Ne drugarecain ket ac’hanoc’h ; ne drugareker ket calonou christen evel ho re-hu, oc’h ober ho dever, n’ho meulin ket ken nebeut, rak gouzout a rit ez eo ar c’hras e deuz ho tigaset ama, hag oc’h heuilla he mouez e lakit ho cloar o tiskuez dirag an oll ne d’oc’h nemet servicherien dister da Zoue ha d’ar virionez.

Ar pez a rin, ar pez a dlean da ober, eo kemeret act, en hano ar Relijion, euz ar pez a rit en hano ar Frans, dirag an Env hag an douar. Ia, ma n’oc’h ket ama an Asamble national ; hon deputeed catolig eo gouscoude ar penn hag ar galon anezhi ; ha digouezout a ra, daoust da gement ma e deuz hor bro nac’het Doue, daoust d’hon dispac’hiou daoust d’hon oll reuziou, an asamble e guirionez a Frans, ne c’hell beza, goude oll, nemet christen ha catolik. Benniget ra viot o sevel a nevez evelse baniel feiz hon tadou…

Meur a vech, abaoue m’emaoc’h e Versail, oc’h eus goulennet pardon oc’h Doue euz a dorfejou ar Frans ; meur a vech oc’h eus great amand henorabl d’ar Galon Sacr a Jesus, evit an doare ma zomp en em ziskuezet dianaoudeg epad keit all a amzer, dreist oll abaoue pevarugent vloas zo. Meur a vech ive oc’h en em droet varzu enhan da c’houlen scoazel evit hor bro mac’haniet ha ruziet gand he goad. Kementse oll a rit hirio en eun doare skedusoc’h ha gant muioc’h a fizians…

Setu aze eun nebeut euz a gomzou Aotrou Escop Autun, comzou hag a zo eat ive bete calonou an oll.

Lavaret on euz e voa eat eur vanden bardonerien euz a Laval gant pardonerien Naonet ha Sant-Briec. En dro e teujont adarre er memes treinou.

Hogen araok digouezout e Laval, pardonerien ar Mayen pere a dlie disken eno, o doa savet eur c’houblat guers pe zaou evit kimiada dioc’h ar Vretoned. Kerkent ha ma voant diskennet eta en em lakejont da gana evit lavaret kenavezo, ha pidi calon Jesus da vont gant ar Vretoned d’ho ren beteg ar gear.

Unan bennag euz ar Vretoned o doa gouezet petra o doa sonch pardonerien Laval da ober, hag an Tad Dore en doa savet ive eur c’houblat guerz ; evelse ar Vretoned a c’hellas respont ive e guers d’ho c’henpardonerien a Laval.

Goudeze, o tiblas, Lavaliz ha Bretoned a gane c’hoek cantig ar Galon Sacr.

Destumet e calon Jesus, en em gaver e guirionez breudeur.