Comzou ar bardonerien

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 57-60)



Comzou hiniennou euz ar bardonerien.

Unan a zo bet souezet braz o velet feiz ar bardonerien. Dre ma tigouezent, daoust pe ger skuiz e vijent, ne ket da glask bouet na lojeiz eo e zeant ; ne zonjent ket e kementse. Ho frez oa mont da velet chapel ar galon sacr, da bidi, da reseo Jesus-Christ er sacramant euz he garantez.

Eun all a zo bet sebezet o velet ar jeneral Charet o vont da gommunia hag o tont goudeze, an daelou en he zaoulagad, da boket d’he baniel ha d’he briata. Daou c’hant antercant zouav a ioa oc’h heul Charet, hag a ra oll evel ho Jeneral ; mont a reont a renk da reseo ho Doue, ha goudeze e teuont ive an eil varlerc’h egile, da boked d’ar baniel-ze, baniel ar galon sacr, bet gantho var an dachen a vrezel, ruziet ha livet gant goad ho c’hamaradet. Hag an oll zouaved calonek-ze a vouele puil, ha kement a ioa var al leac’h a zirede ive an daelou euz ho daoulagad. Nag a zaelou a zevosion ne deus ket scuillet eno ! Nag hen a voa eno birvidig an oll galonou ! Leanezed Paray eo o devoa brodet baniel ar zouaved, hag epad ma tremene ar pez a vercan ama, ho c’hlevet, adren ho grill, o lenva fors.

Eur pardoner all a gont pegement eo bet touchet he galon o sellet oc’h ar panielou deut di a bep carter, hag o lenn ar geriou scrifet pe nadozet varnezho. An oll bardonerien a bede c’hoek calon Jesus, a galon hag a c’hinou. Mes ar panielou-ze a vije lavaret a raje ive ho feden en hano ar c’harter en doa ho digaset, ha zoken ar panielou-ze o chom eno, a vezo eur beden peurbaduz e kenver ar galon sacr.

Calon Jesus, saveteit ar Frans ! Ar c’homzou-ze a lennet var baniel ar zouaved ha var galz a banielou-all.

Calon Jesus, o pet truez ! pardon !, pe eur ger all bennag evelse a velet var galz a re all. Daelou a deue en oll daoulagad o velet baniel an Alsas, goloet e du, hag ar c’homzou truezus-ma : « pardon, va. Doue, pardon ! » ha neuze baniel Metz, chadennou outhi, hag ar c’homzou merket varnhi a scoe e calonou an oll : « Jesus, hon rentit d’ar Frans ! » Baniel ar Pologn a velet ive, ha neuze baniel Spagn, ar broiou zo muia mac’haniet hag a zo truezusa ho stad. O ama e veler o tont da gaout calon Jesus kement zo e poan, en anken, ervez comz hor Zalver : Venite ad me omnes qui laboratis…

Baniel Orlean a veler gant skeuden Jannet Darc, ar plac’h iaouank santel-ze a voue digaset gant Doue evit trec’hi ar saozon, enebourien ar Frans, ha cas an estren-ze er meaz euz ar vro. Baniel Tour a veler ive, gant skeuden sant Martin, skoazeller braz ar Frans, an hini zo bet he vez ker gloriuz, hag a vezo c’hoaz ep mar, abars nebeut ama.

E Frans, eme c’hoaz eur pardoner all, pa zigouez eun dra bennag ha n’omp ket boas da velet, ec’h hejomp hor penn hag e lavaromp divar fae : Bah ! eur c’hiz adarre hag a ielo kuit abenn eur pennad ! Hag o lavaret kementse e caf deomp diskuez calz a speret hag a skiant. O velet ar pez a dremen brema en hon touez, lod a lavar : Sell, giz ar pelerinachou o tont adarre en dro. Ia, mes perag ha penaus e teu an distro-ze ? An Aotrou’n escop de Lezeleuc en deus lavaret ar ger guirion var gementse : Ar feiz eo o resusita ! Hag ar re ne velont eno nemet eur c’hiz o tont en dro goude beza bet taolet eur pennad a gostez, ne velont ket petra a dremen, ha ne anavezont netra en oberou Doue. Ha n’en deus ket zoken an tad santel, brema ez euz eur sizunveziou bennak great menek da lakat e reng ar zent ar pelerin paour Joseph Beneat Labr, skuer ar belerined, an hini a ioa brema ez eus cant vloaz, o redeg euz an eil leac’h santel d’egile, evel pa vije falvezet da Zoue he zigas araog evit diskuez petra a dlie da zigouezout en hor bro ?

Eun tamig histor skueriuz evit echui ar pennad scrit-ma :

Pardonerien Tour, an derc’hent m’en em lakejont en hent, da lavaret eo, d’an eis varnugent a viz Even, a ieas d’an oferen da chapel sant Martin. An Aotrou Arc’hescop he unan a lavaraz an oferen evitho, hag ho bennigaz, hi hag ar panielou a dlie mont gantho.

En oferen-ze, etouez ar re all, e voa eur vaouez paour ha ne rea nemet gouela, ha pa voue goulennet outhi perag e vouele, e respontas ne voa netra oc’h ober poan dezhi nemet ma e devoa eur c’hoant bras da vont ive da Baray ; mes ker paour e voa ma n’e devoa ket eur guennek var he hano. An tad Rey a ioa e niver ar bardonerien, en em lakeas da ober eun tamik kest, hag en eun taol e voue savet dezhi peadra da baea he flas ha pemp real ouspen ; ha setu hi er wagon gant ar bardonerien all.

Ar baourez kez, pa zigouezaz e Paray, kenta tra a reaz oa prena eur chapeled a goustas dezhi pevar real, neuze e lakeas daou venneg e souben, hag an tri guenneg all a deuas ganthi d’ar gær. An noz a dremenaz er Chapel. Evelse ar vaouez-ze a dremenaz daou zervez hag eun nosvez, hag a reas var dro daou c’hant leo couls lavaret ep dibri tam na cousket. Ken na voa deut d’ar gaer ne lavaras ket pe seurt implich e doa great gant he femp real ; rag aoun e devoa da ober dies da zen, ha c’hoant e devoa da gaout eur chapeled, evel ar re all, evit delc’her sonch euz he felerinach.

————