Pemped Sul goude ar Rouaned
Rouantelez ann env, eme Hor Zalver d’ar bobl, a zo henvel ouz eunn den a hadaz greun mad enn he bark. Mes, epad m’oa kousket ann dud, he adversour a deuaz varlerc’h da hada dreok e mesk ar guiniz, hag a ieaz kuit. Pa oue savet huel ann ed ha deuet pennou varnhan, ann dreok a zispakaz ive. Ha setu servicherien ann tad a famill o tont da lavaret d’ezhan : Aotrou, n’o poa c’hui ket hadet greun mad enn bo park ? Penaoz ez euz eta dreok ennhan ? Hag hen a lavaraz d’ezho : Va enebour en deuz great-ze. Mad, eme ar zervicherien d’ezhan, c’hoant oc’h euz ez afemp da zastum ann dreok ? Nan, emezhan, gant aoun na zeufac’h enn eur zastum ann dreok da zisc’hrizienna ive ar guiniz. Lezit ann eil hag egile da greski beteg ann eost, ha d’ar mare-ze, me lavaro d’ann eosterien : dastumit da genta ann dreok ha grit hordennou anezho da zevi ; goude-ze kasit ar guiniz em grignol.
Evesaomp eunn nebeut ouz ar gelennadurez
a ro d’eomp Hor Zalver er bara-bolenn-ma.
Doue eo ann Tad a famill, hag ar park eo ar bed-ma a zo d’ezhan a bez ; ar guiniz hag ann dreok eo ann dud vad hag ann dud fall a gaver mesk ha mesk var ann douar. Evel m’en devoa ann tiek hadet greun mad enn he liorz, ann dud lakeat gant Doue var he dachenn a ioa ive direbech ha santel. He enebour braz, ann drouk-spered, eo a deuaz, kuzet dindan furm ar zarpant, da deuler enn ho c’haloun ar greun fall euz ar pec’hed. Gouzout a rit penaoz e roaz Adam hag Eva digemer d’ar mignoun treitour-ze. Da heul ar goad, ann hadenn milliget a dremenaz enn ho lignez, hag en em astennaz kement ma oue ret d’ar perc’henn digas ann dour beuz da netaat he zouarou. Ha c’hoaz, kaer en deuz bet ober ; daoust m’eo deuet he vab Jezuz da labourat ha da c’huennat ar park, e kaver bepred dreok e touez ar guiniz.
Dre c’hras ar vadiziant ni holl a zo lakeat e stad vad. Koulzgoude eur c’hrizien fall a jomm ennomp prest ato da nevezi ha da greski ; ha nenze ann enebour a zeu ive da eil-hada ennomp al louzeier ifern, da c’houzout eo, hervez lavar sant Per, ann diaoul ne baouez da vual skolia peb den. Dre guz avad eo e labour peurvuia, evel guechall vardro hon tud kenta. Heuzuz evel ma’z eo, ann holl a dec’hfe diouthan mac’h en em ziskuesfe sklear. Ma velfemp da be leac’h e c’hoanta hor c’has ne iafemp ket d'he heul. Evit d’ehoc’h beza klevet pe lennet eur vech bennag traou eneb Doue, he Iliz hag he lezenn n’ema ket Satan o sonjal dioc’htu peurvouga ho feiz nag ober d’ehoc’h dilezel ho teveriou a gristen. Chomm a ra sioul eur pennad, ha c’hui a gred n’euz netra a nevez ennhoc’h. Allaz, evel ann dreok e park ann tad a famill, ann hadenn fall ne zispako nemed goude pellik amzer ; mes, taolet eo enn ho kaloun ; abarz m’he guelot e vezo doun he griziou. Evit d’eur paotr, d’eur plac’h iaouank fur, beza eat eunn taol pe zaou e koumpagnunez na dlient ket da zarempred, ne guezint ket raktal e follenteziou a rofe gual vrud d’ezho. Ma ve ker buhan skaotet kement hini en em laka e tro da veza, ar re all en em zalc’hfe pell diouz ann tân.
Ar moraer ne zav ket he rouejou kerkent ma wel ar pesket o c’hoari enn dro d’ezho ; gortoz a ra ken na vezont paket ebarz. Ann diaoul ive ho lezo c’hui, tud diboell, pell amzer ma’r be ezomm, da ebatal, heb ober drouk braz ; mes p’o pezo kemeret ho pleg, ec’h astenno he graban treitour hag e rai ganehoc’h ar pez a garo. Eleiz a gristenien koulzgoude ne lakeont evez ebet ouz he ardou ; hag enn doare-ze, taget ganthan, e teuont da veza evel ann dreok e touez eur parkad guiniz ar c’haera.
Mes, perak e lez ann Aotrou Doue louzeier ken divalo enn he zouarou ? Ha n’efe ket guiziek aoualc’h he zourn evit ho displanta heb ober gaou ouz ar greun mad ? Eo a dra zûr ; ha diframma a rafe heb damant ar bec’herien euz hon touez ma vijent e-peb giz henvel ouz ann dreok. Mes dishenvel int e kenver eunn dra da vihana ; rak, morse ne zeui guiniz var al louzaouen-ze, eskoaz ar pec’her a c’hell chench gant ann amzer ha rei eun eost pinvidik. An tad a famill n’en deuz ken ïoul, hag he vadelez, eme zant Paol, a glask lakaat ann den paour d’ober pinijen (Rom. ii, 4). Ia, a lavar ive Ezechiel, n’eo ket koll ar pec’her, mes he zigas var ann hent mad eo a fell d’ezhan. E pe leac’h e vijemp brema eur c’halz ac’hanomp, ma vije kuezet dourn Doue varnomp raktal m’on devoue great eur pec’hed braz bennag ?
Na gredit ket ken nebeut e ve, da vihana e peb giz, noazuz d’ar guir gristenien kaout pec’herien enn ho zouez var ann douar. Rak, o terc’hel var hent ar zantelez pa velont re all o tec’het diouthan, e tiskuezont skleroc’h ho feiz hag ho bolontez vad. Ar pez o deuz da c’houzanv a berz ann dud direiz a dalv kalz dirag Doue. Paneved m’az euz tiranted ne ve ket a verzerien. Ma n’or be diezamant ebed, evit petra e ve roet d’eomp ar gurunenn a c’hloar ?
Kemeromp eta skuer diouz hon Tad euz ann env, ha bezomp dous a galoun e kenver ar re a fazi ; petra eo ar boan on euz ni gantho e kichenn ann dismegans a reont da Zoue ? Na zelaouomp ket ho c’henteliou ; mes heuliomp guelloc’h holl guzuliou ann Aviel, hag o velet hon oberou mad e teuint marteze da jench buez. Ouspenn-ze pedomp aliez evitho, ha grasou Doue o tiskenn puilloc’h varnho a c’hounezo ho c’haloun. Daelou ha pedennou santez Monika eo a ziarbennaz Aogustin dioc’h he zizursiou hag a reaz anezhan eur zant hag eun doktor brudet e Iliz Jezuz-Krist. Ne vank marteze nemed eur bedenn euz ho perz evit ma vezo treac’h d’he vual ïoulou ar pec’her-ze a ra d’ehoc’h ker braz anken.
Penaoz bennag a c’hoarvezo, goude m’oc’h euz great ho tever, n’en em jalet ket ma chomm c'hoaz dreok enn dachenn. Dont a rai mare ann eost, da lavaret eo deiz ar varn, ha neuze Doue ha gemenno d’ann elez, he zervicherien, dastum ar bec’herien evel louzeier didalvez da deuler e tan ann ifern ; c’hui, avad, evel guiniz neat a vezo douget e grignol ho Tad euz ann env. Evel-se-bezet-great.