Pempet Pennad. — Zant Ervoan sekretour Arc’hdiakr Raon

E ti Prudhomme, 1894 (pp. 29-33).


PEMPET PENNAD


Zant Ervoan Sekretour arc’hdiakr Raon.


He oll amzer hag he labour a ie gant ar procejo-ze, ha na gave ket a nevoa amzer aoalc’h da studian vit reseo an Urjo zakr, rag en jonj a oa da vean beleg, mar oa gelvet da ze gant Doue, vel ma jonje a oa, gout a ouie penoz pa vije beleget a halje ober c’hoaz muoc’h a vad. Arc’hdiakr Raon, hanvet Moris a nevoa pedet anean meur a wej da dont da chom ganthan da Raon, hag eun de benag Ervoan hag o senti ont-han hag o vont di, en jonj da achui enon he studi war lezen Doue hag ar Skritur-Zakr en kouent menec’h zant Fransez. Moris a anvee skient vraz ar zant hag he diskamant ; ouspen eur wej a helle bean gwelet anean en Raon gant ar prosejo a difenne, hag a nevoa c’hoantaet kad anean da sekretour. Raoniz a vije aliez en prosez, ha mar nije eun den gwiek evelse en he gichen na nije ket kement a labour d’ober, hag a oa evuruz braz da vean kad eur sekretour evelse. Gout a ouie a hent-all penoz Ervoan a oa eun den fur ha zantel ha disket kaer, hag ouspen penoz a oa eun den a binijen.

Pa digouee d’an arc’hdiakr kad en Raon unan benag deuz bro Treguer a gasse anhe gant-han da welet kamb Ervoan. — « Zellet aze, eme-han, zellet pegen kalet eo ar gwele-ze, ha pegen paour, henez eo gwele Ervoan a Gervarzin, an den ar muian gwiek a gaver en Raon ; kouskoude halje, mar nije c’hoant, kad eur gamb kaeroc’h hag eur gwele welloc’h vit henez. » He wele, herve lavar an Otro a Roc’h-Huon, a oa gret gant tamo skolpat, goloet gant eun tam plouz, ha war ben eur c’hoz druillen lien kanab.

En he amzer gollet Ervoan a vije dalc’hmad o studian ar Skritur-Zakr ha lezenno an Iliz ; ar venec’h a oa en kouent Zant-Fransez a rae skol war ar skiencho-ze ; enon eo a peurachuaz ar zant he studi. Ar Skritur-Zakr a blije kement d’ean, ken a gemeraz ar gustumanz da dougen dalc’hmad warnean al levr biniget-se, hag aliez hen lake dindan he ben pa ie da gousket. Studian rae c’hoaz al leverio a gomz diouz Doue, diouz an Ele, diouz hon Zalver Jezuz-Krist, diouz ar zakramancho, hag al leverio all a gomz diouz finveo diwean an den : ar maro, ar varn, an ifern hag ar baradoz, hanvet Pevaret Levr avijo Per Lombard. Ar pez a nevoa lennet war ar finveo diwean-ze a reaz d’ean kad muoc’h aon rag barnedigez an Otro Doue, hag a reaz d’ean kriski c’hoaz he binijen. Hen he-unan a lare-ze en he glenvet diwean d’eur manac’h deuz a Wengamp hanvet Gion Morel. « Pa oan, emean, o len al leverio-ze, gant kals a boan, ha vit zentin hepken ouz ma mestro, eo a meuz disket, gant ar gwirioneo kaer a welen enon, disprizout a grenn treo ar bed-man ha karet treo ar bed-all : Enpad eis vla a zo bet kann en-hon entre ar c’horf hag an ine, an navet blavez a neuz trec’het an ine war ar c’horf, ha neuze eo a meuz kemeret eur gwiskamant a binijen, vit ober d’an dud-all, dre ma skouer, karet ar binijen, hag evit digas dalc’hmad da jonj d’in ma unan penoz na non nemet eur paour kez pec’her. » An dekvet blavez en em wiskaz paouroc’h c’hoaz, vit gallout rein muoc’h aluzeno.

D’an amzer ma oa Zant Ervoan en Raon a oa ive enon daou den iaouank deuz bro Treger oc’h ober ho studi. Unan anhe, Olier ar Floc’h, a zo bet goude-ze kure en Landreger hed he vue ; hag egile, Derien Guyomar, a iez da vanac’h en Urz zant Dominik en Gwengamp. Keit a oaint en Raon a roe Dom Ervoan d’he daou diner bep tri de vit paean ho skol ; ha d’ar gouelio braz, d’an Nedelek, da Bask, d’ar Pentekost ha da ouel an Oll-Zent, pe na vije ket an Arc’hdiakr er ger, vel ma lar Olier ar Floc’h, a bede anhe ho daou da vernian ganthan. Gret a vije eur pred braz, vel a man ar c’hiz an deio-ze, ha pa vije kouls-mern ha kasset ar meuzio war an dol, Ervoan a rae laket anhe n’eur baner vraz, ha neuze gasse Olier ar Floc’h da glask he dud, hag he dud a oa ar bevien ; vel ma hellet kridi, oll a diredeint joauz braz. Digoret a vije ledan an orejo, hag ar zant a roe d’he oll da dibri ha d’evan ; ha goude a ie ouz tol gant he daou skolaer, hag a vije roet d’he kouls ha d’an domistiket ho lod deuz ar pred mad-ze. Ervoan na gemere evithan he-unan nemet eun tam bara groz, eun neubet lugumaj hag eur banac’h dour deuz fantan Gormay. Awejo ive a vire unan anhe da dremen an noz ganthan, hag a lake anean da gousket en eur guele mad ha kaer a oa en he gamb, hag hen a c’hourvee war an douar mesk he leverio, hep diwiskan he dillad, na leme nemet he voto.

N’ouzer ket ped vla a dremenaz Ervoan en Raon, kridi rer a resevaz enon an Urjo zakr ; hag he govezour, eur manac’h a urz zant Fransez, hen alie da reseo c’hoaz ar Velegiaj ; med vel ma nevoa achu he studi war lezen Doue hag ar Skritur-Zakr, n’eur ober kouskoude erfad he dever en ti an Arc’hdiakr, a jonjaz retorn da Landreger. He eskob, a oa neuze Alan ar Bruk a nevoa ive c’hoant pelzo da welet anean o tistrei d’ar ger ; ha neuze, Ervoan a oa skuiz en Raon mesk en dud-se a vije dalc’hmad en prosez hag en chikan, hag aliez vit eun netra, vel an den pinvik-ze a rae eur prosez d’eur paour, abalamour ma nevoa he-man zantet, n’eur dremen kichen ar gigin, c’houez-vad ar meuzio, vit ken neubet all a dra a vije gret procejo ; Ervoan, gwir eo, a reaz brao-mat goab deuz an otro-ze pa deuaz da gad ar barner vit ar prosez. « Pe n’eo gwir, eme-han, a peuz c’hoant da gad arhant vit c’houez vad ho kigin, me ia da baean anoc’h. » Ha neuze a reaz zon eur pez aour en kichen skouarn an otro, n’eur laret d’ean a oa paeet mad aoalc’h evelse, penoz zon ar pez aour a dale aoalc’h c’houez ar gigin. An Arc’hdiakr a renkaz eta lezel Dom Ervoan da vont kuit, kouskoude a gare anean kals, hag hen istimout a rae ive abalamour d’he skient, d’he diskamant ha d’he zantelez ; n’allaz ket harz da ouelan pa laraz d’ean kenavo ; gwellan loen-kezek a nevoa a roaz d’ean da vont d’ar ger, med Ervoan na viraz ket pell al loen-ze, guerzan reaz anean, hag an arhant a roaz d’ar bevien ; ha neuze a distroaz war droad da Gervarzin, hag enon, vel ma hellet kridi, a oe digemeret mad, rag hast a oa da welet anean.


————